Sinet eo bet ar garta gant kumun Ploveilh a-benn kas da benn 11 ober dindan 3 bloaz. Degemeret eo bet an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, gant an Ao. Franck Pichon, ar maer, hag an Ao. Jean-Pierre Bière, eilmaer,

Sinet eo bet ar garta gant kumun Ploveilh a-benn kas da benn 11 ober dindan 3 bloaz.

Degemeret eo bet an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, gant an Ao. Franck Pichon, ar maer, hag an Ao. Jean-Pierre Bière, eilmaer, d'ar Yaou 11 a viz Kerzu 2008 evit sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg.

Evit kregiñ gant he frezegenn divyezhek, Lena Louarn he deus trugarekaet an Ao. Roparzh Omnes, bet maer ar gumun e-pad 30 vloaz, peogwir en doa graet kalz traoù evit ar brezhoneg a-hed e respetadoù. Ploveilh zo unan eus ar c'humunioù kentañ o doa staliet plakennoù-straed divyezhek hag o doa lakaet ar brezhoneg da vevañ e buhez ar gumun.

Dibabet eo bet gant ar C'huzul-kêr ober strivoù a-benn lakaat ar brezhoneg war wel ar muiañ ar gwellañ (war ar paper-lizher, kartennoù-bizit an dilennidi, kartennoù-pediñ, kenderc'hel da staliañ plakennoù straed divyezhek, sevel panelloù titouriñ en 2 yezh war glad ar gumun). Kemeret e vo perzh gant ar gumun ivez er vrudadeg evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet aozet gant an Ofis bep bloaz. Dibabet en deus ar C'huzul-kêr ivez kelaouiñ kenwerzhourien, embregerezhioù ha kevredigezhioù ar gumun diwar-benn an eil emglev Ya d'ar brezhoneg, an hini savet espres-kaer evit ar gennad prevez.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus