Plouha eo ar gumun gentañ e Kumuniezh kumunioù Lanollon-Plouha o kemer perzh ez-ofisiel e diorren padus ar brezhoneg. D'ar Sadorn 31 a viz Genver 2009 e oa bet graet al lid-sinañ. Degemeret eo bet an It. Lena Louran, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an Ao. Philippe Delsol, maer ha besprezidant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, dirak ur c'hant bennak a dud.

Plouha eo ar gumun gentañ e Kumuniezh kumunioù Lanollon-Plouha o kemer perzh ez-ofisiel e diorren padus ar brezhoneg.

D'ar Sadorn 31 a viz Genver 2009 e oa bet graet al lid-sinañ. Degemeret eo bet an It. Lena Louran, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, gant an Ao. Philippe Delsol, maer ha besprezidant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, dirak ur c'hant bennak a dud.

Muioc'h-mui e seblant bro Oueloù bezañ dedennet gant ar garta Ya d'ar brezhoneg, rak goude kumunioù Pempoull, Ploueg-ar-Mor ha Porzhig ez eo Plouha a gemer penn an hent bremañ hag a zibab live 1 ar garta.

Un diviz youlek he deus kemeret kumun Plouha eta o tibab 13 ober da gas da benn dindan vloaz en ur bouezañ war an oberoù a lakaio ar brezhoneg war wel war skoroù kehentiñ an ti-kêr : kartennoù-bizit, pedadennoù a bep seurt, paper-lizher, pennad-stur kazetenn an ti-kêr, responterez, kirri ar servijoù kêr.

Brudet e vo glad ar gumun ivez dre staliañ panelloù divyezhek.

Divizet he deus ar gumun mod-all da harpañ diorren an deskiñ brezhoneg gant an oadourien dre gemer perzh e brudadeg vloaziek ar c'helenn brezhoneg.

Displeget en deus an Ao Delsol en e brezegenn e felle da skipailh an ti-kêr krouiñ ur c'hlas divyezhek a-benn 2010. A-benn nebeut ivez e vo graet un enklask e-touez kerent ar vugale da c'houzout pegen dedennet int gant ar c'helenn divyezhek.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus