Put your name here


Chronique
Programet e oa ar Bikez evit Festival Faltazi Kemper
Ur film berr skoazellet gant Kumuniezh Kumunioù Kemperle ha Kuzul Meur Penn ar bed a gont istor ur plac'hig e 1928
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 27/04/20 20:28 -- mis à jour le 27/04/20 20:28
Pikez blev du :
Réalisation :
(254 vues)

Ur film berr skoazellet gant Kumuniezh Kumunioù Kemperle ha Kuzul Meur Penn ar bed a gont istor ur plac'hig e 1928. "Pikez blev ruz" , skrivet gant Denise Le Franc, 98 vloaz hiziv, a oa bet dibabet e 2009 gant ar vugale evit kenstrivadeg priz lennegel evit ar yaouankiz "Priz ar Vugale" e fin miz Even. Un eil levr a oa bet embannet da heul, e 2014, "Avanturioù Zett", dibabet gant ar vugale ivez. An daou istor a gont sotonioù ur plac'hig war ar maez, doare "Pipi Langschtrumpf", e 1928, oc'h ober goap ouzh ar seurezed, o kas avaloù ferv dezho...

Bugale Diwan Kemperle oa aet betek skol Botoa evit kavout ul lec'h a glote gant ar film istorel-mañ. Div gomedianez, Jysell Ar Gurudeg hag Evelyne Janot oa ar seurezed. Hag an tad kozh ? Jean Bernard Huon, skoazellet gant Jo Derrien, hag ur charaban kozh a 100 vloaz, hag ur gazeg jantil ken ha ken, Monette. C'hoariet oa bet dudenn ar sakrist gant David Païs.

Skignet e vefe bet e miz Meurzh e Kemper, e festival ar film otoproduet Faltazi, nullet abalamour d'ar c'horonavirus.

Sevenet gant féa, filmet ha frammet gant Kaouenn, embregerezh kleweled Kemper, skignet e oa bet e sinema Le Kerfany ba Molan dirak 200 a dud, hag e Kemperle e-pad festival Taol Kurun e miz genver 2020 dirak 150 den. Goulennet e oa bet un heuliadgant ana avesterien hag ar vugale, kement a avañturioù all a zo da gontañ ! Galv neuze d'an dud dedennet evit ma vefe un heuliad, ha doareoù da arch'antaouiñ anezhañ, kit e darempred gant afea [at] laposte.net.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 5 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.