- Communiqué de presse -
PIK-NIK SKOAZELL DIWAN E KREIZ-KÊR LESNEVEN : UDB A C’HALV DA VONT WAR AN DACHENN
Daou vloaz zo dija, ne oa ket trawalc’h a blas e skolaj Diwan ar Releg da c’hellout degemer skolajidi ouzhpenn. Da c’hortoz kaout ul lec’h ha savadurioù da zegemer eil skolaj Diwan Bro Leon oa bet kaset ar skolajidi d’An Oaled Treglonoù. Stanket vo an traoù ivez e
Par Hervé Le Gall pour UDB le 10/06/05 19:24

Daou vloaz zo dija, ne oa ket trawalc’h a blas e skolaj Diwan ar Releg da c’hellout degemer skolajidi ouzhpenn. Da c’hortoz kaout ul lec’h ha savadurioù da zegemer eil skolaj Diwan Bro Leon oa bet kaset ar skolajidi d’An Oaled Treglonoù. Stanket vo an traoù ivez e Treglonou, n’eus ket lec’h awalc’h eno da zegemer en tu all da zaou glas. Diaesoc’h vo an traoù a-benn an distro-skol 2005-2006, peogwir e ranko Diwan kaout klasoù da zegemer tri c’hlasad (6vet, 5vet, 4re). N’eo ket gwelloc’h an traoù evit ti-skol Diwan Lesneven. a zo deuet da vezañ kozh ha dirapar. Ha n’eus ket kaoz c’hoazh da gaout batisoù nevez a-benn an distro-skol.

Peogwir emañ sac’het teuliad staliañ un adskolaj Diwan e Bro Leon e ranko kerent, kelennerien Diwan ha mignoned hor yezh mont war an dachenn adarre da c’houlenn e vefe kavet un diskoulm a-benn miz Gwengolo.

UDB a c’houlenn digant an holl dilennidi hag aozadurioù a c’hell sikour da gaout un diskoulm, da gregiñ e-barzh ar buanañ ar gwellañ. Bugale Breizh o deus ar gwir da vezañ skoliataet en o yezh. Ha Diwan a rank kaout savadurioù evit e skolioù.

Ar Stad eo a lak skoilhoù war hent kelennadurezh ar brezhoneg gant he bonreizh hag he lezennoù. Evit mont en tu all d’ar skoilhoù-se e c’houl UDB e c’hellfe kaout Kuzul Rannvro Breizh, an abretañ ar gwellañ, ar galloudoù rekis evit ober war-dro ur politikerezh yezhel ha kelennadurezh ar brezhoneg, hervez al lezennoù war an digreizennañ. Evit UDB eo d’ar vretoned ha d’o dilennidi eo da ziviz eus dazont ar brezhoneg.

Da c’hortoz kaout ar galloudoù-se, ne c’hellimp ket ober hepte a-benn saveteiñ ha diorrenn hor yezh, e c’houl UDB d’an holl dud kar ar yezh da zont da bik-nikañ da 12e e Kreiz-kêr Lesneven d’ar sadorn 11 a viz Ewen. Ne c’heller ket leuskel bugale war ar straed ha diskol a-benn miz Gwengolo.

Ronan Divard Porte-parole de l’Union démocratique bretonne / Mouezh Unvaniezh Demokratel Breizh (contacts : ronan.divard [at] wanadoo.fr; 02 98 07 01 32 ; 06 32 29 30 84)

Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg / Porte-parole délégué à la langue bretonne (contacts : hele-gall [at] wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 3) ?

ABP

  • À propos
  • Contact
  • Mentions légales
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons