Maela o lenn \"Deomp Slowly\"
Maela o lenn \"Deomp Slowly\" © autre

150 vues

Gourc'hemennoù d'an Naonediz : berzh o deus graet an daou istor "Deomp Slowly !" hag "Ar voest" gant al lennerien yaouank

Gourc\'hemennoù d\'an Naonediz : berzh o deus graet an daou istor \"Deomp Slowly !\" hag \"Ar voest\" gant al lennerien yaouank

Deuet e oa Olier Biguet, Anthony Renaudin ec\'h anv bluenn da welout bugale Skol Diwan Kemperle. Aketus-tre e oant pa oa bet kontet penaos en doa graet evit sevel an daou romant evit ar re yaouank : \"Iskisat breur bihan\" (bet Priz ar Yaouankiz 2012 gant ar re 6vet/Pevare) hag \"Ar voest\".

109 skoliad a oa ar bloaz-man, o tont eus 10 skol dishenvel (Gwitalmeze, Pleuigner, An Oriant, Landerne, Perwenan, Lesneven...), e kelc\'h 3.

Displeget en doa Olier penaos en doa kemeret un istor gwir evit sevel istor \"ar voest\". Kaset oa bet gant mamm-gozh Olier e-pad an eil brezel bed d\'ar C\'hommandantur fuzuilh he zad. Met chom a rae un eil a zo bet lakaet en ur voest, nepell eus skol Diwan... Naoned.
Plijet e oant bet skolidi Diwan Kemperle gant ar pevar levr a zo bet kinniget dezho, met Slowly, ar jav a gomz a zo bet dibabet an aliesan : sonjit\'ta, ur jav kad da jedin gwelloc\'h eget ar vugale, hag a oar komz ouzhpenn da se ... !

Ar pevar levr :
1- \"Deomp Slowly\", Pierre Emmanuel Marais
2- \"Ar voest\", Anthony Renaudin / Olier Biguet
3- \"Un hunvre aet da wir\", Jakez Erwan Mouton
4- \"Gad Nenenn\", Fanny Chauffin