Pezh-c'hoari e brezhoneg (hag un tamm e galleg!!): FRANKIZ gant Arvrobagan Ar Vro Bagan Ar Sul 3 a viz DU da 3e gm Sal Maez Ar Roue, Gwengamp (e-tal ar Greizenn!) 12¤, 8¤ (tud dilabour,

Pezh-c'hoari e brezhoneg (hag un tamm e galleg!!):

digor2013:frankizdigor2013:frankiz Domaine public

FRANKIZ gant Ar Vro Bagan

Ar Sul 3 a viz Du da 3e gm Sal Maez Ar Roue, Gwengamp (e-tal ar Greizenn!) 12¤, 8¤ (tud dilabour, studierien), 5¤ (dindan 12vloaz)

Frankiz: Da zigeriñ E 1959, ur Breizhad yaouank o tispartiañ diouzh e zous (muiañ- karet) hag e vamm evit mont d'an Aljeri d'ober « brezel » (derc'hel an urzh). Gwelet a reer skeudennoù eus ar brezel-se. Erru merc'hed all, en ur vandenn, da gemer perzh e glac'har an div vaouez. Margodennoù zo ganto, pephini anezho o vezañ ur soudard breizhat eus ur brezel bennak (1870 – 1914-18 – 39-45 – Madagaskar 1947 – Indez Sina (1946-1954 – Aljeria (1954-1962). Emaint o vont da gontañ planedenn pephini anezho. Arvest 1 (1830-1914) Arvest 2 (1914-1940) Arvest 3 (1945-1948) Madagascar Arvest 4 1951-1954 – Indez-Sina Arvest 5 – Aljeria (1959-1962)

Ar mennozh : Istor ar Vretoned e-pad brezelioù Bro-C'hall lod anezho Brezelioù en trevadennoù (Guerres coloniales). Peseurt buhez o deus bet ? Hag o zud ? Peseurt daremprejoù o deus bet gant ar pobloù all ? Peseurt soñj diwar-benn ar brezelioù-se ? Peseurt soñj e-keñver Breizh ? Daoust hag e oa Breizh heñvel ouzh ar broioù-se (Colonie intérieure). Evel just ez eo ur preder diwar-benn Breizh ha Bro-C'hall.