
Pevarzek : Arzourien 'mod Seizh Breur ! - 4 munud e Breizh
Réalisation : Brezhoweb – 777 vues
Dewi 'zo bet e kastell Tronjoly e-lec'h mard eo bet roet lañs d'al luskad Pevarzek.
Kant vloaz 'zo e oa ganet ar Seiz Breur, ul luskad arzourien hag o devoa merket don istor an arzoù ‘ba ‘r vro. Dewi 'zo bet e darempred gant "Pevarzek", ur strollad arzourien awenet gante !
An dek a viz Du eo bet roet lañs d'ar strollad Pevarzek , ur strollad arzourien a bep seurt, krouet war patrom ar Seizh Breur.
Da lâret eo, arzourien a gar Breizh, ar sevenadur hag a genlabour asambles war raktresoù boutin.
Dewi 'zo bet e kastell Tronjoly evit kejañ gante, filmañ an diskouezadeg ha klask kompren piv int.
Neuze, peseurt dazont evit an arzoù a Vreizh ?
Un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.
Adkavet rannoù all eus 4/13 Munud e Breizh dre amañ !
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !