Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Pevar levr nevez e brezhoneg embannet e ti Skol Vreizh
Divroañ, ar pezh c'hoari nevez gant Strollad Ar Vro Bagan. Renket gant Goulc'han Kervella (...), Distro an noziganed, gant Jean-Claude Le Ruyet (...), An damez pikez, gant Pouchkine, troet gant Jakeza Al Lae (...), Son ar sell, heuliet gant Ar Scorv, gant Herri ar Borgn
Jean-René Le Quéau Par Skol Vreizh le 10/12/09 13:13

.

I — Divroañ (Bretagne, terre d'exil, Bretagne, terre d'asile ?...), ar pezh c'hoari nevez gant Strollad Ar Vro Bagan.

Renket gant Goulc'han Kervella evit Ar Vro Bagan, ur pezh-c'hoari savet diwar enklaskoù tud Ar Vro Bagan, komzoù tud divroet, o bugale pe o bugale-vihan ; skridoù (barzhonegoù, kanaouennoù, danevelloù) barzhed ha skrivagnerien ha labourioù istorourien ha kazetennerien.

– Levr keinet, 112 pajenn, 12 x 18,5 sm, moullet e du, paper bouk, golo e liv. 8 € + Frejoù kass evit netra.


II — Distro an noziganed gant Jean-Claude Le Ruyet, tresadennoù gant Maëlen Le Ruyet

Setu amañ teirved lodenn an testennoù barzhoniel evit bugale ar skolioù. Evel en div arall, Pik ha Pik ha Kole kamm ha Kan an Toudig glaz, e vo kavet atav 81 testenn enne. Evel kustum ivez hon eus savet an testennoù evit boud implijet e Breizh a-bezh, dindan an daou standard sanañ a vez kavet er skolioù hiziv : ar standard KLT hag ar standard W (gwenedeg), test anezhe ar BZH a lakaomp war hon otoioù.

Distro an Noziganed
Ankouaet hon eus, ne gav ket deoc'h ?
Ar pezh a ouiemp gwezhall gozh.
Gwezhall e welemp kalz spisoc'h
Mallozh ! Mallozh ! Mallozh ! Mallozh !
En-dro dimp, ya, e vew boudoù
Hag a labour noz-deiz didrouz
Ewid ar mor hag an douaroù
Hag a zo, hiziw, daet ken louz.
Poan o dez 'netaad ar mor,
Aesaad ar stêrioù fallvlazuz,
Sioullaad an douar e fulor,
Ha sikour ar gwenan strivuz.
Poan o dez, ya, ha muioc'h-mui,
Ha ni ! Mallozh ! Mallozh ! Ha ni
A soñj dimp n'eo ket 'maed koñchoù,
Pe sorbiennoù bugaligoù !
Dait en-dro 'ta, Noziganed,
Barbiganed, Sabaterion !
Dait Koriled, Korrandoned,
Polpiganed ha Kilherion !
Penaoz ober ? Pesort labour ?
Arabad deoc'h hon dilezel !
Na chomit ket mui diwar-wel :
Dober hon eus ag ho sikour !

– Levr keinet, 192 pajenn ; 12 x 18,5 sm. moullet e du, golo e liv. 9,50 € (10 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.


III — An damez pikez, gant Pouchkine, troet gant Jakeza Al Lae

E Sant-Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù kenken. Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : gouzout a ra homañ pere eo an teir c'hartenn drec'h ! Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ? N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket engortoz divizout gant un tasmant, avat !

– Levr keinet, 72 pajenn ; 12 x 18,5 sm, paper bouk, moullet e du, golo e liv. 5,70 € (6 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.


IV — Son ar sell, heuliet gant Ar Scorv, gant Herri ar Borgn

N'eus ken nemet telenn ar barzh a vank da vouezhioù Herri Ar Borgn. Un den kar d'an natur ha d'al loened anezhañ, mignon d'an dud gwasket pe droukskoet gant ar vuhez e Breizh hag er bed a-bezh, dalc'her memor e vro ; gouzout a ra, gant e sell lemm hag e skouarn danav, hor c'has d'e ved dudius, hor heñchañ war e zouaroù frouezhus ha kevrinus...

O brumenn, o brumenn a lak an douar en go
Hag ar boudoù da zoug, moug o zrouz, pep krouañs
O brumenn a gas aer da skevent an hadoù
Ha buhez d'al liorzhoù ! Brumenn, mamm ar c'hreskañs !

– Levr keinet, 112 pajenn ; 12 x 21 sm, moullet e du, golo e liv, paper bouk. 11,40 € (12 € - distaol : 5 %) + Frejoù kass evit netra.

(voir le site) de Skol Vreizh pour y effectuer également votre commande directement en ligne.

Document PDF 16863_2.pdf Urzh prenañ evit an trede levr gentañ-mañ. Skol Vreizh ; levrioù e brezhoneg.. Source : Skol Vreizh
Document PDF 16863_3.doc Urzh prenañ evit an trede levr gentañ-mañ. Skol Vreizh ; levrioù e brezhoneg. Ment Word.. Source : Skol Vreizh
Document PDF 16863_4.pdf Katalog embannadurioù Skol Vreizh 2009 - 1.52 Mo.. Source : Skol Vreizh
Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1133 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons