Setu ! N'eus ket amzer da goll ! Lañset eo Redadeg 2012 dija !... Kinnig a reomp deoc'h kemer perzh en hor galv raktresoù.. Digor eo d'an holl… Nemet un dra : Pal ar galv-se a zo broudañ implij ar brezhoneg war ar pemdez.

Setu ! N'eus ket amzer da goll ! Lañset eo Redadeg 2012 dija !...

Kinnig a reomp deoc'h kemer perzh en hor galv raktresoù.. Digor eo d'an holl…

…Nemet un dra : Pal ar galv-se a zo broudañ implij ar brezhoneg war ar pemdez.

Warlene e oa bet sikouret 6 kevredigezh ha pep hini en doa resevet etre 5.000 € ha 10.000 €.


Ha c'hwi ? Peseurt raktresoù a vo ijinet ganeoc'h evit an trede Redadeg ?

Mall a zo warnomp degemer ho raktresoù hag ho teuliadoù ;

d'ar 15 a viz Mae 2011 d'an diwezhatañ !


Kavout a reoc'h en dielloù stag teuliad-kinnig ar raktres ha galv ar raktresoù 2012.

Kavet e vez ivez an dielloù-se war hol lec'hienn internet : http://ar-redadeg.org


Evit kaout titouroù ouzhpenn, deuit e darempred gant :

Katelin al Lann, kenurzhierez ar Redadeg.

postel : darempred@ar-redadeg.org

Pellgomz : 06 08 64 99 72

Ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles


Bec'h dezhi hag a-gevret evit ar brezhoneg !

Documents liés