
Un douar liesseurt eo Perou, par d'ur c'hevandir bihan, gant hinoù, pobloù hag hengounioù disheñvel-mat an eil re diouzh ar re all. Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb.
Un douar liesseurt eo Perou, par d'ur c'hevandir bihan, gant hinoù, pobloù hag hengounioù disheñvel-mat an eil re diouzh ar re all.
Evit ar wech eo bet desachet ar foeterien-bro gant e demploù ankouaet dindan heol an dezerzh, e deñzorioù kuzhet, bezioù an impalaeriezh hag un natur meurdezus ha treboulet.
Splannderioù an Draoñienn Sakr…
Lima, ar gêrveur...
Ennezennoù war-neuñv al lenn Titicaca…
Kevrinoù ar Machu Picchu..
War roudoù impalaeriezh an Inkaed, e-kreiz an Andoù meurdezus, dreist d'an ijin eo Perou. Ur veaj burzhudus e vo ma vo graet anaoudegezh gant ur sevenadur milvedel.
Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb adalek an 13 a viz Ebrel 2018. Teulfilm brezhonek https://www.brezhoweb.bzh/Teulfilmou_313.html da welet war lec'hienn Brezhoweb.
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !