Nolwenn Korbell - Pennad Kaoz - Brezhoweb
3744 vues
Nolwenn Korbell, arzourez, aterset gant Lionel Buannic 'barzh an abadenn "Pennad Kaoz" savet gant Brezhoweb, istitlet e brezhoneg.
Nolwenn Korbell, aktourez, skrivagnerez, kanerez 'vel-just, e brezhoneg hag e galleg, anavezout a reer mat 'ba Breizh ar ganerez hag an aktourez pe ar plac'h a ra advouezhiañ ivez e brezhoneg, anavezout a reer nebeutoc'h marteze ar gomedianez hag ay a war leurennoù Bro-C’hall, ma vije Aix en Provence, Pariz, Naoned, pe Avignon zoken.
Brezhoweb a ginnig deoc'h un eurvezh gant Nolwenn Korbell, e brezhoneg, istitlet e brezhoneg, aterset gant Lionel Buannic 'barzh an abadenn "Pennad Kaoz", un atersadenn don ha fonnus gant un den deus ar vro.
Da welet ivez war lec'hienn Brezhoweb, Pennad Kaoz gant Nolwenn Korbell https://www.brezhoweb.bzh/Nolwenn-korbell-pennad-kaoz_fiche_2867.html
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !