Un dibenn sizhun e brezhoneg penn da benn. N'eo ket gwall aes da gaozeal brezhoneg maez d'ar skol pe d'ar c'hentelioù noz. Mankout a ra lec'hioù evit en em gavout etre brezhonegerien (...) Bremañ eo possubl gant An Oaled !

15 ha 16 a viz Du 2008

Penn da Benn Sizhun

Un dibenn sizhun e brezhoneg penn da benn.

N'eo ket gwall aes da gaozeal brezhoneg maez d'ar skol pe d'ar c'hentelioù noz. Mankout a ra lec'hioù evit en em gavout etre brezhonegerien a bep live ha mont war raok evit eskemm, rannañ ha deskiñ a bep seurt traoù.

Bremañ eo possubl gant An Oaled !

Kinnig a reomp deoc'h un dibenn sizhun gentañ e brezhoneg war tem ar pesketa d'ar sadorn 10 e beteg ar sul 5 e. Dizoleiñ a reoc'h meur a zoareoù pesketañ, ur geriaoueg resis hag ur aergelc'h dispar.

Kinniget eo an dibenn sizhun dre vevañs klok pe 1/2 vevañs. Furchal dindan ar reier da granketa ha chifreteza, dizoleiñ an Aber Beniget, fardañ boued mor ha deskiñ rekipeoù nevez. Ur veilhadeg vo da gaout ar sadorn noz evel-just !

Prizioù: Tud gour : Bevañs klok : 75 € 1/2 vevañs : 60 €

Bugale 6-12 vloaz : Bevañs klok : 40 € 1/2 vevañs : 25 € Digoust evit ar vugale – 6 vloaz

Prizioù ispisial : Kouplad : 140 € Familh : 200 €

Titouroù ha enskrivadurioù :
An Oaled, 14 straed an ti-kêr,
29870 Treglonou
Pellgomz : 02 98 04 07 04
Mel : anoaled@wanadoo.fr
http://www.anoaled.com

Documents liés