-- Histoire de Bretagne --

Penaos e oa, ar vuhez en Oriant 'pad ar brezel ?
Chronique de Kerne Multimédia (porte parole Fanny Chauffin) publié le 15/12/17 23:19

Deuet e oa hiziv Denise ha klasad Valerie da welladenniñ ar repu plasenn Alsace Lorraine evit kompren gwelloc'h mare diaes distruj an Oriant.

Start e oa bet evit ar vaouez, bet plac'h yaouank, matez en Oriant hiziv oadet a 94 vloaz, da ziskenn an diri betek ar repu, ken bras e oa ar from eviti. Gwelloc'h e oa gortoz displegadennoù an henterez a zisplege d'ar vugale penaos e oa, pa oa ar soniri o skreñjal ba straedoù an Oriant, miliadoù a dud o tiskenn e lec'hioù repu a oa e kêr an Oriant. 80 000 bombezenn a zo kouezhet amañ, gant ar c'hoant distruj penn da benn al lec'h a oa alooubet gant an Alamaned evit o listri-nij. 350 den marv, war ur boblañs 51 000 a dud, a-drugarez da dud fur a ziskenne bewech, pe a yae kuit eus kêr evit mont da Bloue, Kemperle, kichen Paris...

Penaos e oa, ur wech diskennet e lec'hioù evel-se ? Teñval spontus, gant soudarded e kichen (savet oa bet al lec'hioù-se evito da gentañ), ur c'hwezh fall spontus (betek peder eurvezh, c'hwec'h a wechoù), ur marc'houarn evit aveliñ al lec'h, tud o lavarout o chapeled, tud all gant un aon spontus...

Ha Denise da zisplegañ penaos e oa bet pa oa distrujet an ti e lec'h e oa o chom, pegen start oa ar vuhez, gant mann ebet da zebriñ, gant an aon da vout tapet gant soudarded e straedoù teñval An Oriant, pa zistroe da gousket, hec'h-unan, matez da 17 vloaz gant kerent e Lokmaria-Gwidel...

Voir aussi :
©agence bretagne presse

mailbox imprimer
doktorez e skol veur roazhon 2 hag e strollad ermine-crbc. kelennerez e lise diwan karaez. blogerez en abp abaoe 2005, amzer skrivañ kalzig a bennadoù, kantadoù a videoioù... ha da vezañ lennet meur hag 1 300 000 gwech. lec'hiennoù all : pajenn facebook ermine, tv bro kemperle,tv lise diwan.

Vos commentaires :

Écrire un commentaire :

ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 4 ?

Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés. Par contre l'utilisation d'anonymiseurs pour modifier votre numéro ip entrainera la suspension de vos commentaires.