
« Un Aotrou Perrot all : doareoù nevez, selloù nevez » oa bet anvet an devezh a voe dalc'het d'ar Gwener 14 a viz Du 2025 gant ar skolveuridi c’hall, lik ha didu. Sañset.
« Un Aotrou Perrot all : doareoù nevez, selloù nevez » oa bet anvet an devezh a voe dalc'het d'ar Gwener 14 a viz Du 2025 gant ar skolveuridi c’hall, lik ha didu. Sañset.
D’ar Gwener 14 a viz Du ez eus bet dalc’het un devezh gouestlet d’an Aotrou Perrot e Skol-veur Brest, e galleg. Degouezhout a ra gant 120vet bloaz goude penn-kentañ ar Bleun-Brug e Sant-Nouga e 1905 war atiz kure ar barrez, an Aotrou Perrot, a oa 28 vloaz : 4000 a dud a oa deuet da arvestiñ ouzh an abadenn gentañ d'ar Meurlarjez (Meurzh-larjez)-se.
« Un Aotrou Perrot all : doareoù nevez, selloù nevez » oa bet anvet an devezh gant ar skolveuridi c’hall, lik ha didu. Sañset. An titl-se a lavar gant gerioù dibabet aketus-tre mennad ar Skolveuridi c’hall. Fellout a rae dezho e gwirionez disteraat ar sell o deus an emsaverien war an den-meur-mañ, penn-skouer pep stourmer brezhon, ned eo bet, hervezo, na merzher na ken skouerius-se. Gwall vrouezet on bet o klevout an dra-se. Ur merzher eo bet, a-dra-sur, netra nemet dre « ur verzherinti wenn », da lavarout eo roadenn e vuhez bemdez Doue, e servij e bobl. Setu amañ danevell an devezh evel em eus bevet anezhi, diwar selaou ar brezegennerien.
Yvon Tranvouez: Kompren an Aotrou Perrot.
Eizh devezh a-raok (lenn ar rentañ-kont am boa skrivet war brezhoneg forumactif) en doa diskleriet an Aotrou kelenner war e leve e oa echu gant Feiz ha Breizh. « Lavaret eo an Oferenn ! ». En em c’houlenn a ris neuze petra oa deuet d’e spered p’en doa gwelet e oa leun chouk ar sal a 200 plas bennak, tud a oa deuet evit anavezout gwelloc’h piv oa an Aotrou Perrot. Nann, n’eo ket echu an abadenn, ret eo krediñ ! Klevout a ris ar gerioù-mañ : ret eo, diwar-benn an « objet » Perrot, ober ur « reconfiguariton globale » hag ez eo ur « personnage sur-interprété ». Araozañ en doa skrivet ar chaloni Le Floc’h, pellik zo, diellour an eskopti, ur pennad a oa mennet da zisteraat e pep keñver pezh ez eo bet Yann-Vari Perrot. Netra nevez eta : kenderc’hel da ziverkañ e roud en Istor ar Vro na blij ket d’ar C’hallaoued zo d’ober... Sañset n’eo ket reizh ober ul liamm strizh a rae - hag a ran-me ivez - etre Broad ha relijion gristen piaouel ar Vretoned, ha ken strizh all al liamm etre Yezh ha Broad. Ne voe ket burutellet pelloc’h an dra-se. Pezh a zo gwir, hervez an istor eo ez eo Breizh ur vroad, dezhi ur relijion biaouel hag ur yezh ken piaouel all. N’heller ket rebech ouzh an Aotrou Perrot bezañ speredek hag anavezout istor ar vro. Eo ! En un doare e voe rebechet outañ en ur lavaret ne oa ket evit cheñch daoust d’ur Vreizh a oa o cheñch buan. Hogen daoust hag eñ e c’hell cheñch ar wirionez ?? Klevout a ris ivez « Combat suranné » ! Ma ! Ar wirionez a-enep ar bed. Int, Brestiz o Skol-veur, gwerzhet d’ar re o fae, a brezeg, ha ni a ra an Istor, a soñjis.
En hevelep doare e voe gourebechet outañ ar fed m’eo chomet gant menozioù hengounel : e eneberezh ouzh ar Sillon, ouzh a JAC troet ouzh Pariz, ar fed m’eo bet ezel (e-pad ur mare hepken) eus an Action Française a oa lejitimist evel un darn bras-tre eus kouerien Leon (so. Kerizinen). Lenn tezenn Francis Le Squer « Les espoirs les efforts et les épreuves du mouvement breton catholique de 1891 à 1945 ». A-du e oa savet koulskoude gant Bro Euskadi e brezel Spagn daoust ma oa republikaned dizoue e penn an emsav a-enep Franco, se a zo bet merket hag a ziskouez e oa un den libr en e benn, o klask ar wirionez war bep tachenn, evel m’en diskouez mat a hend all e garnedoù brezel eus ar Brezel-bras.
War ar brezhoneg em eus klevet en devezh-se edo a-enep glanouriezh, « purisme », Roparz Hemon. Ne gredan ket e oa purist kement-se rener Gwalarn ha n’en deus ket ginet an Aotrou Perrot da ober gant gerioù nevez pa oa ezhomm. Hen gwelet a reer mat en afer Calvarin. Erfin ez eus bet anv gant niz sekretour Roparz Hemon Erwan Tranvouez – ur spontailh en e familh ’keta ! Se a c’hell displegañ traoù avat ! -, eus levezon Gramci war Herri Caouissin, a vefe ur seurt « Théorie du natio-catholicisme » gantañ hep tamm derou un displegadenn avat ! Doareoù enep o sañset skiantouriezh a istorourien skolveurel c’hall. Klevet e voe gantañ ivez ar bomm-mañ : « L’herbe pousse mieux sur les illusions mortes que sur les tombeaux ». Druzoc’h eo ar geot, ya : douret eo bet gant gwad ur merzher. Ma komprenan mat ar frazenn, hon eus ar chañs (!) da vezañ bet evel diaraoger un den evel an Aotrou Perrot, en deus roet e vuhez evit uhelvennad Feiz ha Breizh, un uhelvennad diziraezus hervez ar c’haezh Tranvouez, ur chañs eta n’hor befe ket bet ma vije marvet en e wele. Kontrol dezhañ, e soñj din, gant an Iliz, ez eo buhez hag aberzh abostol Feiz ha Breizh ur vammenn a esperañs, un hadenn skouerius a ro hag a roio c’hoazh d’e heul frouezh e-leizh, a lak Brezhoned da sevel o c'hein d’o zro hiziv, hag a raio warc’hoazh, evit ma kano hon Fobl e c’hloar da Zoue keit ha ma vo ac’hanomp.
Éva Guillorel : Yann-Vari Perrot, an dastumer kanaouennoù brezhonek e Leon.
Gant al lesanv « Abarzel » e sinas ur c’halvadenn er « C’hourrier », kazetenn an eskopti, a reas berzh bras, evit dastum pezh a anvas « Barzhaz Bro Leon » e 1906 : 1100 diell a oa bet kaset dezhañ gant 150 den a bep korn a Vro-Leon. Evel-just, diouzh ar savboent skiantel ha skolveurel e rebecher outañ an doare m’eo bet graet al labour met « Un oberer a dalv kant lavarer » en dije respontet ar stourmer Perrot dre ma ne oa ket ur bern tud nag arc’hant gantañ da gas un embregadenn a seurt-se da benn mat (n’en devoe ket amzer da embann ar Barzhaz-se zoken). E respont e voe, en un doare bennak, eme ar Roazhonadez, da lezennoù enep katolik ar Republik radikalourez, (ha jakobin me laka ouzhpenn, da gargañ ar c’harr...) a nac’he hiviziken ouzh Leoniz o relijion (ar Gastell-paoladez kentañ na voe ket badezet a c’hanas e... 1958, ur vignonez din eo !) hag o yezh. N’en em rent ket kont an dud direlijion eus feulster al lezennoù laikour a nac’h ouzh ar Vretoned dorioù ar Baradoz. Torfed eo, na mui, na maez.
Anv a reas Abarzel eus ar « Maillon de la chaîne de la race bretonne » a ranke treuzkas ar Barzhaz-se d’ar rummadoù da heul a oa diberc’hennet anezhañ gant ar C’hallaoued. E gwir pa gemeras krog e renerezh ar gelaouenn Feiz ha Breiz na gonte ken ’met 400 lenner bennak e 1900, e tivizas chom a-sav gant ar galleg hag e 1908 e veze tennet 2500 skouerenn, ha 7000 e 1912. Kalz eo e-keñver bremañ (Ya ! Hag Al Liamm ned eont ket kalz en tu all da vil pep hini) hogen kalz re nebeut e-keñver ar milion hanter a vrezhonegerien kant vloaz ’zo. Krouidigezh ar Bleun-Brug, galvadenn « Barzhaz Leon » a zo kaoz evit un darn vras-tre eus ar c’hresk-se. Marie de Boisanger, merc’h vihan embanner ar Barzhaz Breizh, a roas arc’hant hag a gasas kanaouennoù a bep seurt da Yann-Vari Perrot. An Itron Guillotel a reas anv ivez eus Mariann Abgrall, c’hoar ar Chaloni Yann-Vari Abgrall a voe skrivagner e-unan. Ar re se ne oant ket forzh peseurt tud ordinal eta. Evelato n’eo ket en abeg da se e vije moaien da damall ouzh « Barzhaz Leon » da vezañ bet trafiket, evel evit ar Barzhaz Breizh evel m’en disklerias Luzel ha Gourvil diwar-benn pennoberenn hol lennegezh dre gomz ha n’eus ket par dezhi el lennegezh c’hallek da skouer. Evel-just eo anat ez esperent holl kendeurel evel-se da lakaat Breizh da gavout en-dro he linenn istorel, katolik ha brezhonek. E langaj ar skol-veur em eus klevet e vagent un « huñvre », avat, « le rêve d’une Bretagne régénérée par la foi et la langue bretonne ». N’eo ket un huñvre : linenn istorel Breizh an hini ez eo. Anez adkavout an hent-se ne vo ket eus Breizh ken.
Erwan Le Gall : Ar Brezel bras hag an Aotrou Perrot.
Ar skolveuriad-mañ daoust d’e anv ne oar ket yezh e hendadoù ha ne seblante ket anavezout kalz a dra en tu all d’e dachenn studi, ar Brezel-bras. Gwelloc’h e vije bet dezhañ chom hep muturniañ divezh an nebeut a vrezhoneg a gredas drailhañ. Gwashañ zo e lakaas diskred war dudenn an Aotrou Perrot : ober a reas anezhañ « ur soudard ordinal ». Ne oar ket ha meritet en devoa ar medalennoù a oa bet roet dezhañ pa n’en deus kavet netra en e zoser ofisiel. Va lakaat a reas da soñjal e skolveuridi all a Vrest a laka diskred war buhezioù hor sent kozh pa n’eus prouenn skrivet ebet evit o c’hadarnañ nemet levr Alberzh Veur, hor Sentvuhezour kentañ eus ar 16vet kantved. Evit ar skiantourien-se n’eus netra asur nemet ar pezh a c’hell bezañ prouet. Daoust ha graet o deus tro ar bed evit bezañ sur eo ront an douar ?? Kalz muioc’h a fiziañs zo da gaout, avat, er pezh a lavare an holl diwar-benn harozelezh an Aotrou Perrot war an dachenn emgann, testeniet gant ar soudarded a oa gantañ en trañcheoù. N’eo ket prouennoù an dra-se ?? Unan a zaou : pe ez eo gwir pe ez eus gaouierien eus an Aotrou Perrot hag eus e geneiled, sed eta pezh a c’houlavar an Ifig e revr vras eus ar Skolveur. Me n’on ket paeet gant arc’hant ar Stad c’hall evit diskar brud an Aotrou Perrot, met n’on ket bet pell evit kavout an titouroù-mañ da heul da zegas dour d’am milin. Setu eta un diverrañ resis eus e skrid servij, diazezet war ar mammennoù :
Deiziad emsoudardañ : Eost 1914, e Lesneven. • Unanenn : Strollad Rannvroel ar gravazherien (Servijoù Mezegiezh Troadegiezh). • Padelezh ar servij : Ar brezel a-bezh, eus 1914 da 1918 ("stourmet en deus pad ar brezel a-bezh, ha muioc'h eget e gont"). • Rolloù pennañ : skarzhañ diouzh an dachenn emgann ar re c’hloazet dindan tennoù an enebour ; aluzenerezh (nouenniñ, oferenniñ, kofes, degas ar Sakramant); degas ur skoazell da frealziñ soudarded Breizh (pedennoù e brezhoneg evel "Tad ar Sin", "Ave Maria") ; bennigañ ar bezioù ha frealziñ ar re war o zremenvan (soudarded alaman en o zouez).
Oberoù ha menegoù : • Gread harozel pennañ (22 a viz Kerzu 1918) : E-pad un argadenn vras e kinnigas a-youl-gaer erlec'hiañ ur soudard gloazet-bras en ur vrouetenn a-hed un hent a veze bombezet stank gant kanolioù ha dindan koumoul aezhenn varvus. E gefridi a gasas gant berzh, o saveteiñ evel-se buhez ar soudard. Meneg resis eus e skrid milourel : "En em ginnig a reas evit dilec'hiañ buan ur soudard gloazet gant ur vrouetenn a-hed un hent bombezet-stank gant kanolioù ha, daoust d'ar gaz marvus, ez echuas e gefridi gant berzh." (Urzh niv. 64 eus an 22 a viz Kerzu 1918). • Menegoù all : klozañ a reas daoulagad soudarded paot Breizh hag Alamagn da boent o zremenvan, rannañ a reas mareoù fromus a bedenn a-stroll, ha sikour a reas ar soudarded da chom kalonek o lavarout pedennoù e brezhoneg.
Prizioù ha medalennoù : • Kroaz ar Brezel (gant meneg en urzh an deiz evit ober an 22 a viz Kerzu 1918). • Kroaz an emgannerien. • Medalenn etre-kevredidi 1914-1918 (Medalenn an Trec'h). N'eo ket niverelaet penn-da-benn e skridoù servij enlinenn (dielloù milourel Bro-C'hall evel Mémoire des Hommes ne roont ket disoc'hoù reizh evit an anv-se, marteze abalamour d'e statud a veleg), met ar menegoù a restan amañ a zeu eus e skridoù servij milourel personel, meneget e buhezskridoù ha pennadoù istorel. Evit mont pelloc'h e ve mat mont da furchal e Dielloù Departamant ar Penn-ar-Bed hag e Servij Istorel an Arme C'hall (SHD) e Vincennes.
E. Le Gall a venegas meur a dra all, evel ar fed ma tistaole YV Perrot ar Republik peogwir e lak-hi an hu war an Aotrou Doue - « Interdiction de Dieu » ha ma oa sklaer evel evit an holl gredourien ez eo pouezusoc’h an traoù a denn da vuhez an ene eget re buhez an douar. Hag ar Peoc’h « a zo merc’h an Aotrou Doue » en amzer ar C’hresianed kozh dija. Stadañ a reas e skrive YV Perrot e lizhiri e galleg peurvuiañ, ha pa vijent brezhonegerien. An dra-se a c’hou-lavare ne oa ket onest an Aotrou Perrot dre ma ne rae ket ez prevez ar pezh a erbede ez-foran (derc'hel d'ar brezhoneg). Roparz Hemon a genskrive e galleg gant Vallée rak ne oad ket boaz da gomz eus traoù uhel c’hoazh e brezhoneg. Kement-se a zeuio gant Emsav Gwalarn ha pergen, a soñj din, gant embannadur Geriadur Vallée goude ar brezel rak gant an oberenn-se e voe pourchaset ar gerioù a rae diouer. Sed aze toud. Perak ober meneg eus se ma n’eo ket evit louzañ eñvor an Aotrou Perrot en deus labouret kement evit kreskiñ e zilhad d’ar brezhoneg just a-walc’h ??
Malo Morvan : war dabut reizhskrivadur ar yezh etre Calvarin ha Perrot e 1929-1931.
An tabut-mañ, daoust hag eñ e talveze ober adarre anv anezhañ, kement-se ? Brezhoneg « du-mañ », ar « badum » (ur ger gallek a zeu diouzh ’ba du-mañ) ha keal unvanidigezh ar yezh skrivet zo un digarez evit Skol-veur Brest da lakaat da badout betek hiziv siwazh, daoust ma’z eo renket an afer pell zo bremañ (emvod meur Diwan 1985 e Plistin). E giz pa ne vije ket speredek a-walc’h an dud da ober ar c’hemm etre meur a zoare eus ar yezh : hini ar gêr, hini an tolead, hini ar Sul, hini ar skol, hini al levrioù ? Hervez M. Morvan e c’hellfe ar c’henskriver eus Kannadig Treglonoù (2000 skouerenn e 1939, 650 annezad) a sin MSF bezañ un dra evel Monsieur (me laka) Saïk Falc’hun, a oa 20 vloaz hag a vo diwezhatoc’h e penn enebourien douet emglev peurunvanadur ar skritur 1941 hag anvet evit se er Skol-Veur gant ar Stad c’hall ha siwazh gant bennozh eskopti Kemper. Abiven, maer kozh Sant-Tegoneg a resisaas edo Calvarin, gwashoc’h eget Perrot, emezañ, « contre la modernité ».
M. Morvan a lavaras : « Avec les choix orthographiques on projette quel usage on veut faire du breton ». Boull eo ar frazenn-mañ, hogen bremañ, 84 bloaz war-lerc’h, ne rankfed ket ober anv eus se ken, nemet treitourañ ar vro a rafed, rak n’eus ken ’met ur skritur d’ar brezhoneg, ha pa vefed broadelour pe get. Un istor kozh eo. Hitler ha Pi XII (« Mit brennender sorge ») a skrive gant ar memes reizhskrivadur en alamaneg. Mat e reas evelkent aliañ an dud da lenn war an divoud-mañ levr Erwan ar Moal Pipi Gonto, Teñzor ar Gwenedeg Roparz Hemon, ha keal ar Genyezh ar saver-geriadur Martial Menard. Un dro all e voe evit merkañ pragmatouriezh an Aotrou Perrot en afer-se a zisoc’has un dra : aotreadur kelennerezh ar yezh er skolioù katolik (na voe ket lakaet da dalvezout siwazh, pe nebeut : e Sant Sebastian Landerne e vo graet : ur skol menajerezh e oa).
Ar c’helenner a zisklerias hep prouenn ebet -ha dismegañsus-tre eo droukkomz evel-se seul vui ma’z eus anv eus ur beleg : « le breton était une fin en soi pour l’abbé Perrot ». Diskouez a ra dreist-holl n’en deus ket meizet daou ahel Feiz ha Breizh : an ahel a-serzh, ar feiz, a zo pal ar vuhez (ar « fin en soi », ar finvez) hag ar yezh, an endro strujus m’omp bet krouet ennañ gant Doue d’ober hon hent war-zu ennañ ha da respont gant hon doare-ni da reiñ meuleudi dezhañ : an ahel a-led, hon ‘amvevad’ (diwar ar verb bevañ). Ur benveg n’eo ken ar yezh. Roparz Hemon hag Abostol Feiz ha Breizh a vennas e gempenn d'ober anezhañ ur benveg efedus, a zoare, ha n’eo ket e lezel dirapar, merglet-holl, en anv ur werinouriezh diskiant. Youenn Olier, ken abred ha 1945, pa ne oa nemet 18 vloaz, oc'h adsevel ar ZH e-unan penn, en deus graet er par se ar sintezenn etre Perrot hag Hemon met n’eo ket bet selaouet gant rummad 68 : re ziwezhat e oa. Divrezhonekaet ha digristenaet ar Vro. Dibourc'het eo ar Vretoned hiviziken : dezho gwitibunan eo neuze da ober ar striv da adperc'hennañ o feadra. Evit-se eo ret mont d'ar skol ha setu perak en doa savet Skol an Emsav.
An aotrou kelenner Morvan, a-ziwar e gador-brezeg eus ar Skol-Veur c’hall, an Iliz Nevez, a zisklerias ivez ne oa ket a-du Yann-Vari Perrot gant ar reizhskrivadur eus 1941 en doa sinet e Roazhon d’an 8 a viz Gouere. E arguzenn zo diazezet war ul lizher a skrivas a lavarfe se. N’anavezan nemet ul lizher, an hini a gasas da dTaldir, a oa-eñ enep-krenn ouzh emglev 1941, e-lec’h e lenner : « Ar ZH ne blij da zen ebet », evit en em zigareziñ. Kement-mañ, avat, ne dalvez ket en doa cheñchet ali. Pa vezer e penn ur gelaouenn a goll koumananterien n’emaer ket o vont da lakaat diaes ar pep brasañ eus al lennerien o cheñch skritur, setu aze. Gant rener Gwalarn, gant un nebeut kantadoù a lennerien nemetken, hag int holl intelektualed desket war ar yezh, ne oa ket bet un afer an dra-se. Gwelout a ran aze, adarre, ur mennad da ziskar brud an Aotrou Perrot.
Kristell Loussouarn : Sujidigezh vabel hag engouestl : an Aotrou Perrot hag an eskob Duparc.
Anat eo ez eus bet ur gwir « guérilla ecclésiatique » a-enep oberiantizoù an Aotrou Perrot. Darempredoù diaes en devoe gant an Aotrou ’n eskob Duparc da heul ar brezel bihan-se a veze graet dezhañ, pergen en abeg d’ar pezhioù c’hoari e-lec’h e veze c’hoarierezed evit ar wech kentañ marteze e brezhoneg. E 1935 e tarzhas an traoù pa voe berzet ar Bleun-Brug da-heul ar pezh-c’hoari « Ar Vamm ». Ret eo kompren e veze doujet bras an eskibien d’ar mare-hont : poket e veze d’o dorn ; an Aotrou Krist a zerc’houezent en eskoptioù evel ma rae ar Bersoned en o farrezioù (evel-se e oa bet desket din va relijion met a-raok 1970 e oa). Ouzhpenn-se ne oa ket desket bras an Aotrou Perrot, hag e eskob a oa. Moaien zo ober ur geñveriadenn gant degouezh Maodez Glanndour e warlerc’hier evel « aluzener an Emsav » : MG a oa desket bras (mab un noter, ur c’hardinal en e familh, studioù e Roma, tezenn « Cum Laude » e Skol-Veur gatolik Pariz, meur a wech e voe kinniget dezhañ mont da eskob, ezel eus Skol Gwalarn, troour eus ar Bibl, rener Studi hag Ober hag Unvaniezh Speredel Breizh...) met fellout a reas dezhañ gouestlañ e labour d’ar vrezhonegerien. E-tal dezhañ en em gave Visant Fave, eskob-skoazeller Kemper, a orin peizant a Gleder, stag ouzh e dammig brezhoneg distag diouzh hini begenn ar skrivagnerien vrezhonek, patriot gall, enebour unvanadur skritur ar brezhoneg. E-tailh da dalañ outañ e oa Maodez Glanndour eta, seul vui m’o deus an eskibien kuitaet o soutanennoù ha ma vez stardet hiviziken o daouarn hep nemeur a ardoù.
Diaes eo kompren hiziv aheurterezh ar gloer war boent berzidigezh ar merc’hed er pezhioù-c’hoari, ha Perrot a arguzenne o lavarout e oant « enoeüs » hep merc’hed evit ar rolloù merc’hed, pa veze kinniget e galleg pezhioù c’hoari gant an daou reizh o c’hoari evel maz eo kaer gortoz ! A-hend-all e oa laouen an Aotrou Duparc gant ar startijenn a ziskoueze an Aotrou Perrot evel kure e Plougerne ha goude-se person ha Skrigneg. Ar brezhoneg a servije dezhañ evel dor antreal e abostolerezh (ur benveg eta, e servij an avielerezh), dre ma oa yezh ar c’halonoù a oa da c’hounit da Zoue : poellek-tre e oa, ne oa netra da rebech. War dachenn ar menozioù e lavare an Aotrou Perrot d’e eskob e oa a-bouez-bras Feiz-ha-Breiz hag ar B.B. anez lezel tachenn ar sevenadur d’ar gomunisted. Diskleriet en doa zoken ur frazenn a seurt gant houmañ : « La Bretagne est l’élément sain d’une France devenue sans foi. »
E 1923 e tiskouez an Aotrou Duparc sevel a-du, hervez ar sturienn « Ar brezhoneg hag ar feiz zo breur ha c’hoar e Breizh ». Ur ramparzh e oa evitañ a-enep ar menozioù dizoue. Kristell Loussouarn, diellourez eskopti Kemper, a lavar e oa cheñchet an dra-se e 1927 en abeg d’an darvoudoù : Kartel an tu Kleiz 1924, statudoù nevez ar B.B. 1925 ha kondaonidigezh an Action Française gant Roma a venne adskoulmañ gant an diviz gant ar Republikaned. Soñjal a ra din ez eus bet un eskemm : ret e oa d’an eskob dilezel ar menozioù mirelour, en o zouez re Feiz ha Breiz, en eskemm da frankiz ar skolioù ha ma vefe lezet kabestr dezhañ goude un hir a dabut abaoe lezennoù fallakr 1905. E fin ar gont eta e voe ret skarzhañ Madeg hag ar Moal, a oa politikeloc’h eget Perrot evit gwir, eus levierezh ar B.B. ha lakaat an Doktor Kornig na venne ober tamm politikerezh ebet, pezh a oa dilezel an dachenn d'e lezel da enebourien ar feiz hag ar Vro... Met Perrot en doa kement a zoujañs ouzh beli an eskobelezh ma plegas. Ret e oa plegañ anez terriñ. En ul lizher e ra anv eus fablenn ar gorzenn hag an dervenn d'e sekretour Herri Kaouisin. Ivez, n'on ket pell da grediñ e oa ret dezhañ chom sentus d'e vamm an Iliz derc'houezet gant e eskob, forzh pegen gall e vije, ha faziet war dachenn ar bastorelezh. Chom e-barzh oa ret ober, koustet a gousto. "Da gaout piv ez afemp ?" a lavar sant Pêr da Jezuz en Aviel.
Sébastien Carney : Perrot, Lainé, Mordrel, hag ar re all.
Daoust hag eñ n’eus nemedon a zo bet feuket gantañ pa rae e galleg gant « Perrot » hepmuiken pa venege anezhañ ? E brezhoneg e c’heller en ober, a-dra-sur, met e galleg, kaer zo lavarout, ez eo dismegañsus. Daoust hag eñ ne rank ket bezañ neptu, ha doujus, ur c’helenner paeet gant ar Vretoned da studiañ an den meur eus istor ar Vro, an Aotrou Perrot ? N'eus bet nemetañ, a-drugarez Doue, oc'h ober an dismegañs-se.
Mat eo derc’hel soñj eus ar pezh a zisklerias Remont Delaporte : « Il était nationaliste, il le disait carrément ». Klevout a ris ivez : « En 1943 il a sermoné Laîné », dre m’en doa dinac’het ar relijion gristen en un doare bennak pa save a-du gant menozioù a denne d’ar Baganiezh. « Il est un des pôles de l’Emsav » ; « Mont a reas da obidoù Yann Sohier » ; « Difenn a reas e vab speredel Laîné dirak ar varnerien » ; « Soumis, peut-être naïf » ha « plus un cœur qu’un cerveau » hervez Per Laurent, a lavaras ivez e oa bet difur oc’h embann pennadoù evel « Dorn Moskov » ; ha « Katyn », me laka. Hogen na pegen mezhus eo lavarout, evel em eus klevet gant ar prezeger, e oa kaoz e debet-difurnezh eus e zrouklazh ! Hervez hor c’helenner eta, e vefe bet ret dezhañ tevel evit chom bev ? Daoust hag eñ e oa den da zinac'h e zlead evit mirout e dammig buhez ?? Dibabet en defe ar marv eta, a youl-gaer ?!!! « L’Emsav dissimule les responsabilités de l’Abbé (...) en se servant de l’évènement de son assassinat » !!! Dre e faot eo eta, emezañ gant gerioù all, maz eo bet lazhet evel ur c’hi ! ; Ar wirionez zo kentoc'h lavarout : e zrouklazh zo c'hoarvezet dre ma ne dec'has ket rak e giriegezhioù. « Figure Christique », rebech a ra ar c’hargad a gentelioù er Skol-veur e vez graet anezhañ ur merzher pa ne ouzer ket re vat perak e voe lazhet (re gatolik ? a-enep komunour ? Alamangar ? Kolabo ? Broadelour brezhon ? Komzoù dievezh ? Flatrerezh d’ar gestapo ?...) Bez ez eo ur merzher dre ma ouie mat e oa risklus pezh a rae hag en deus graet memestra o terc’hel da gempenn e erv. Gouzout a ouie mat e oa en arvar eus e vuhez. Youenn Caouissin hen skriv en e levr. Gaouiat e vije Youenn Caouissin ? Ne gredan ket. Asantet en deus eta da skuilhañ e wad, hag e wad a dalvez evit Breizh vrezhonek ha kristen, ar Vreizh nemeti a vevo er Bed all. Lazhet eo bet gant un den enep-doue, a-berzh un aozadur enep-doue, ar PCF.
Anv a reas an danvez-prokulor eus ar fed ma voe nac’het gant an Aotrou Duparc e vije degemeret ar banniel nevez, ar Gwenn-ha-du. Kompren a ran an dra-se rak evel broad kristen e oa kalz dereatoc’h ar Groaz Du, pe an erminigoù, hag ijiner ar banniel nevez a oa frank-mason. Klask a ran gouzout perak e ra anv a-hend-all eus Breiz Digabestr an Aotrou Poisson, estreget evit lakaat diskred war an istorour dispar-se a skrivas ul levr diwar-benn e ventor, pe e vestr speredel. Evel a geroc’h : mestr speredel, mentor, pennskouer ar stourmerien vrezhon, merzher... Ya ! Daoust da zaelerezh an deiz all e Brest, an Aotrou Perrot a enkorf evit an holl wir Vretoned an holl berzhioù-se. Ha ne vint ket tennet digantañ, salv ho kras, kelennerien gaezh !
Maryvonne Berthou : Perrot, rener ar Bleun-Brug hag aozer kenstrivadegoù-skol.
Plijus-tre e oa bet selaou he frezegenn, gant arroudoù e brezhoneg dibabet pervezh. Ur marc’h-labour eo bet ar beleg, emroet penn-da-benn, ouzhpenn bezañ bet ur marc’h-blein. Evel ur « sniper » edo Perrot, e-unanik, koulz-lavaret, evel ur chouan oc’h en em gannañ a-dreñv kleuzioù maezioù Breizh -oc'h en em harpañ eta war ar pezh a chome yac'h e-touez ar bobl : he yezh, he feiz- na oant ket bet c’hoazh drastet war zigarez adlodennañ, hag o kilañ, a bark da bark, a-feur ma c’hounez an enebour re c’halloudek evitañ. Ha neuze e skriv gant ur bluenn flemmus, par ma c’hell, daoust da Galvarin ha d’e eskob ha d’an dud o-unan a dro ouzh ar galleg. Setu pezh a skrivas da skouer en ur brezhoneg saourus : « Sonioù lous ha flaerius dislonket gant ar revrioù bras », a-enep d'ar sonioù gallek a veze skignet e Breizh izel, tra maz embanne karnedoù sonioù brezhonek, evel pa dennas 6000 skouerenn anezho e 1923, da skouer. Un akt a feiz eo a reer bep tro ma embanner e brezhoneg.
Menegiñ a reas al liamm etre ar B.B. ha Strollad ar Vro Bagan, staliet e Plougerne e-lec’h e oa bet kure er barrez a oa ganti an uhelañ feur eus ar bed a veleien genidik eus ar barrez e-keñver niver hec’h annezidi. Afer vantrus Pezh-c’hoari Dom Mikael an Noblezh e Plougastell e 1979 a verk mat heuliadoù miz Mae 1968 en Iliz e Breizh : ur seurt skizofreniezh a ziwaskas ar rummad c’hwegonteizhat-se, ganet en ur bed brezhonek ha kristen, hag a gredas gweañ kelennadurezh an Iliz evit hec’h azasaat ouzh « ar Bed », na felle ket he degemer forzh penaos. Ar rummad-se, o welet ne cheñchfe ket an Iliz, pe pas buan a-walc’h, a zilezas krenn anezhi. Me soñj din, en un amzer all, en dije gellet Goulc’han Kervella bezañ ur misioner a zoare. Ma ! Un emgav c’hwitet zo bet, daoust da servijoù mat ar beleg Youenn Troal, en Oaled ar Vro Bagan, a gavas gwelloc’h mont da visioner e bro Perou kentoc’h eget « bezañ aluzener an FLB » emezañ din.
Daniel Le Couédic : Koad-kev, ur chapel ken modest…
Kerkent hag anvet da berson Skrigneg, ne voe ket pell an Aotrou Perrot evit mennout adsevel ar chapel-se e-lec’h ez eo bet beziet war e c’houlenn, hag ar bez a zo d’ar familh Caouissin. Un tamm « hors-sujet » em eus kavet an dodenn, koulskoude, rak ne voe ket kalz anv eus Person Skrigneg. Diwar-benn chapel Sant Kaourintin Toull-ar-groaz, e lavaras ar prezeger e oa kouezhet ar chapel en he foull. N’eo ket gwir : diskaret eo bet daoust maz eus bet klasket meur a dro - gant Unvaniezh Koad Kev - hec’h adsevel, met an eskopti n’houlle ket, da briz ebet. A-benn ar fin eo bet nevez diskaret-naet ar chapel, a vedo war un dachenn brevez. Ar c’halvar a c’hiz gant hini ar Seizh Breur zo chomet. Ar vein a zo bet kaset da vaner ar Gaouisined e Kervorgan Ploue da sevel ur santual bihan d’an Aotrou Perrot ma vo miret ennañ an dielloù ha relegoù... Ret kas profoù dezho evit ma teuio da wir, avat. Se a dalvezo deoc'h evit mont d'ar baradoz, a lavare va zad-kuñv a adprenas madoù evit an Iliz e 1905, ha va zad-kozh a oa ezel eus an SCI abati nevez Landevenneg...
Frédéric Le Moigne : Ikonografiezh an abad Perrot
Dedennus e oa ar gaoz. Siwazh on bet tapet gant ur barrad paz bras ha ranket em boa kuitaat ar sal.
Mannaig Thomas: Yann-Vari Perrot gant Ar vro Bagan (1985)
N’ouzon ket petra he deus lavaret peogwir ne oan ket eno ken. Pezh a ouzon eo edon eno e Plougerne e Tremenac’h e 1985, pa oa bet c’hoariet ar pezh, en hangar. 23 bloaz e oan. Ar pezh-c’hoari a grogas e-giz pa vijemp bet en un iliz, gant an Oferenn, Jakez ar Born o kas ar c’han en-dro gant an « Da Feiz hon Tadoù kozh », hag an dud a oa eno, lusket gantañ, en em lakaas da ganañ, laouen, hor gwir gan broadel, kalz anavezetoc’h eget ar Vro Gozh a-raok na vefed deuet a-benn d’he c’hanañ er c’hrogadoù melldroad bras, ha lod-kaer eus an dud, eveldon, da ganañ a-bouez penn, me gant va mouezh boud, dre ar c’hantik kadarn-se, hor meuleudi d’hon Doue. Ha neuze, e weljomp Jakez o kreskiñ gant e zivrec’h talmadur ar c’hantik, ha ni da sentiñ outañ ha da ganañ buanoc’h, hag eñ o kreskiñ c’hoazh an tizh, ha c’hoazh, ha c’hoazh, hag o jestraouiñ, distrañteloc’h-distrañtelañ... ken e komprenjomp neuze, ni, an arvesterien, lod o vezañ bet badezet gant an Aotrou Perrot, edomp lorbet, n’edomp ket gant an Oferenn, e-giz hor boa kredet ur momedig. Nann. Ober a raed goap ouzhomp ; ouzh hor feiz karet ; ouzh an Aotrou Perrot, ar beleg diantek, bet lazhet dre gasoni. Gloazet don e oan bet.
Thierry Guidet : Piv en deus lazhet Yann-Vari Perrot ? Penn-kentañ ha degemer un enklask kazetennerezh
Gouzout a reer piv en deus e lazhet ha war urzh ar PCF. Evel evit an Aotrou beleg Per-Vari Lec’hvien hag ar merzher polonad Popieluszko. Ar re se a zo bet fellet dezho lakaat un termen da uhelvennad Feiz ha Breizh. 84 bloaz war-lerc’h, n’eus ken eus ar PCF, hag e oa 2200 pirc’hirin yaouank e pirc’hirinded Feiz e Breizh e Keranna-Wened e miz Gwengolo diwezhañ. Breizh kristen zo anezhi bepred eta. Hogen daoust ha bleuniañ a raio en-dro he yezh a zo en arvar bras-tre ? Daoust hag eñ e kompreno an Iliz ofisiel e Breizh, a zo gall siwazh, sujet d’ar prefedtioù, ez eo penndalc’hus, evit ma vleunio en-dro ar feiz el ledenez-mañ, ma vo skoulmet ganti en-dro gant hengoun linenn istorel ar Vro-mañ, a zo gwriziennet a-drugarez d’he yezh abaoe 1500 vloaz ? Prosesion vras ar Vretoned o kerzhout war don hor c’hantikoù broadel war-zu o C’hrouer ez eo un torfed paouez ganti. Sent kozh hor bro, hor soutenit, Santez Anna ha Sant Erwan, Nikolazig, Mikael an Noblezh, Juluan Maner, Pêr Nourry, Mari-Amis Pikard, Armaela Nikolaz, Katell Danielou, Mari-Louiz Ramonet, Katell Franchevil, Aleksi Press, Sant Yann-Vari Perrot, abostol Feiz ha Breizh, merzher, skouer ar Vrezhoned, pedit evidomp, pedit evit Breizh, ma vo kresket evel-se, ganeomp-ni amañ hag en Neñvoù, Gloar an Aotrou Doue, meulet ra vezo da virviken !
Commentaires (1)