Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Penaos ad-gwelout ar barnerezh e vrans aeset a walc'h
A.P.R.E.S
Bernard Chapalain pour APRES (Alternance Parentale Responsable Egalitaire après SéparatIion} le 22/01/06 15:11

A.P.R.E.S

Alternance Parentale Responsable Egalitaire après Séparation

Le 22/01/2006

Penaos ha plec’h e vo ad-gwelout ar barnerezh,

Pezh a zo bet gant an afer Outreau lak tout an dud da sonjal penaos ober evit nompas gwelout se ken.

Ur gevredi deputeed a zo labourat breman diwar an dra se. Gallout e reer selaou ur bern traou diwar skingomz pe diwar skinwell pe lenn e kazetennou diwar se.

Ur re bennak abeg ar varnerien, ur re all a lar n’eus ket trawalc’h benviou e-barzh ar barnerezh.

Ar Parti Kommunist a lar eo ret lakaat muioc’h a barnerien.

An avokaded a lar n’o deus ket trawalc’h spass evit ober o labour.

Ar varnerien a sonj n’int ket niverus walc’h ivez. Koulskoude ar gouarnamant a gav ker walc’h zo dija ar barnerezh.

Bez zo war dro 5500 barner, ha ped grefiered, ped prokurored, ha ped les-varniou ?

Pegement e-goustont ar briserourion ? Pae tint muioc’h evit ur plac’h-tiegezh sur awalc’h !

Pegement arc’hant e c’ha gant an avokaded ?

Ar barnerezh a goust ur bern arc’hant d’an dud ha n’eo ket graet mat !

An toullad tud o deus aon douzh ar barnerezh ha n’eo ket un tamm bihan !

Hiziw an deiz ar barnerezh-familh a gemer an hanter douzh ar barnerezh en e bezh.

Bemdez e vez graet meur a wech „Outreau“ bihan en barnerezh-familh. Perak ?

Peogwir ar varnerien n’o deus ket amzer hag aesetoc’h eo evite rein a réont ar vugale d’ar vammou ha lakat a réont ar tadou d’ar c’hoste.

An avokaded ivez o deus interest d’ober se, aesetoc’h eo evite ha ma vefe ket eneberezh tre ar gerent n’e vefe ket ehom dezhe.

Benn ar fin, ur bern gwalleur a zo gant an tadou laket d’ar c’hoste ha surtout gant ar vugale ha ne welont ket o zad ken.

Beb bloaz e vez tost 2000 emlazh abalamour da se. Un tretamant en ur stumm hegaratoc’h ha dispartiet douzh an arc’hant a harzfe meur a emlazhou, diwaskadennou ha sossial-forc’herezhiou.

Goude bezan recevet kantadou an dud, e wellomp e vefe gwelloc’h lakat an dispartiou familh e-barzh ar sossial, sortial anezhe douzh ar barnerezh nemet pa vez ur gudenn vras.

Kinnig a réomp d’ar lesennou sevel ur servij sossial digoust evit sikour ar gerent a-zo en em dispartian.

Ar servij se e c’hellfe kinnig direustlou d’an tad ha d’ar vamm hep lakat an eil enep eben.

Evel-se e vefe neubeutoc’h labour gant ar barnerien, e vefe neubeutoc’h an dud e-barzh al les-varniou, e vefe muioc’h amzer dezhe d’en em okupan gant an aferiou all.

Gant doujañs

Ar prezidant APRES

B.CHAPALAIN

Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 4) + 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons