E-kerzh an devezhioù 8 betek 10 a viz Eost 2025, e vo dalc’het ar 16 vet Gouel kan ar vartoloded e porzh Pempoull. Ur gouel bras-meur, hep e bar e Breizh, evit ar re sot gant ar sonerezh, ar sevenadur, ar mor hag an emgavioù liessevenadurel.
🌊 Pempoull 2025 : Gouel kan ar vartoloded a vo troet ouzh ar bed a-bezh.
![]()
E-kerzh an devezhioù 8 betek 10 a viz Eost 2025, e vo dalc’het ar 16vet Gouel kan ar vartoloded e porzh Pempoull. Ur gouel bras-meur, hep e bar e Breizh, evit ar re sot gant ar sonerezh, ar sevenadur, ar mor hag an emgavioù liessevenadurel.
Enoret e vo bro Gebek.
E 2025, e vo lakaet war well ar vro Gebek : Lynda Lemay, Le Vent du Nord, Klô Pelgag, Bleu Jeans Bleu, Katia Rock (kanerez ar vro), a zeuio da seniñ war al leurenn e Pempoull.
Ur program liesseurt ha digor ouzh ar bed
Eus Galicia gant Carlos Núñez, betek Fatoumata Diawara (Mali), Delgrès (Gwadeloup), Soviet Suprem, Solas (Stadoù-Unanet / Iwerzhon), Mitsune (Japan / Alamagn)... N'eo ket bet disoñjet ar strolladoù eus Breizh kennebeut: Alan Stivell, Denez, Miossec, Barzaz, Annie Ebrel, Sonerien an Trev...
Kan a vartoloded ha festoù-noz
Dont a raio kant strollad ha lazh-kanañ da ginnig kan martolod... eus Breizh, Bro-Skos, Stadoù-Unanet, Bro-Saoz, Izel-vroioù, ha Kebek ivez. Bez e vo Festoù-noz e-leizh, ken ma vo posubl dañsal bep noz.
Bigi kozh ha buhez er straedoù
200 bag gozh a vo er porzh. Bez’ e vo ivez :
🎭 C’hoariva ha kontadennoù,
👶 Lec’hioù ha kinnigoù evit ar vugale,
🎨 Diskouezadegoù,
🍴 Boued mat hag eus ar vro,
🎼 Kan ha sonerezh a-hed ar straedoù.
Ur gouel liv Breizh warnañ, ur Gouel kizidik ouzh an ekologiezh
Dre levezon sinadur “Ya d’ar brezhoneg” abaoe 2008, e vez gwelet brezhoneg e pep lec’h. Un digarez da glevout ar yezh eo ivez. Gant 1500 den a-youl vat, e vez graet berzh. Klask a ra ar Gouel ivez bezañ doujus ouzh an ekologiezh : gobedoù adimplijadus, produioù bio, mont-ha-dont dre BreizhGo...
Titouroù ha bilhedoù
🎟️ paimpol-festival.bzh
🎫 1 devezh : 35 € / 31 € (prenet a-raok)
🎫 3 devezh : 70 € / 62 € (prenet a-raok)
👶 Digoust evit ar vugale dindan 6 vloaz
📍 Pempoull a c'heller mont di dre an treñ (SNCF), dre ar c'hirri-boutin (BreizhGo) pe ar c'hirri-tan evel-just.
Gerioù
. Gouel kan ar vartoloded Festival du chant de marin (liester e brezhoneg, hervez ar skritell).
. gobedoù adimplijadus gobelets réutilisables
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !