Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Paskal Hervio, globe trotter ha skrivagner
Tamasheg, Bro gozh Mamadou : daou romant evit beajiñ tramor, en Afrika, gant arrozed fentus
Fanny Chauffin pour ABP le 20/10/12 11:09

Tamasheg, Bro gozh Mamadou : daou romant evit beajiñ tramor, en Afrika, gant arrozed fentus

ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?

Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ?

Ar muiañ a labour ?

Paskal- Va eil romant evit PAY a zo embannet er miz-mañ. Un heuliadenn eus an hini kentañ eo, met ne vo ket ret bezañ lennet “Tamasheq !” evit kompren “Bro-gozh Mamadou”.

Plijus 'm eus kavet skrivañ an daou, na petra ! Bremañ, avat, e skrivan buanoc'h hag aesoc'h ivez.

ABP - Ha tro 'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?

Paskal - Ya, bet on bet e skol Diwan Lesneven, e skolaj Diwan Gwiseni hag e skolaj publik Henri Wallon e Lann er Stêr.

Fromet on bet gant skolajidi zo. Lennerien ha barnerien-skrid ampart a vez kavet er skolajoù avat !

ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Paskal- Kenderc'hel a ra “troioù-kaer Fili en Afrika”. Emaon o skrivañ un trede levr gant ar memes tudennoù. An hini diwezhañ e vo marteze eus ar rummad-se. Marteze ket !

ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?

Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?

Paskal - Meur a hini 'm eus lennet, evel-just ! Ar skrivagner m'emaon a gustum labourat e-unan, evel an darn vrasañ eus ar skrivagnerien. Hag abalamour da se e soñjan eo ar romant emaon o skrivañ bremañ ar gwellañ levr a vo er bed, sur, ha n'eo ket marteze ! Evit respont siriusoc'h a rankan anzav n'on ket bet displijet morse gant romantoù Mai-Ewen. Brav e kavan e skridoù leun a varzhoniezh.

ABP- Deiz ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Paskal - Mat 'peus graet tudoù ! Trugarez deoc'h... Kendalc'hit, inch Allah !

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons