Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d'ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag,

Degemeret e oa bet Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e sez Park naturel rannvro Arvorig er Faou, d'ar 16 a viz Kerzu 2009, gant an ao. Andre ar Gag, besprezidant ar Park ha kuzulier-departamant eus Penn-ar-Bed, evit sinañ an emglev Ya d'ar brezhoneg.

39 c'humun eus kreiz Penn-ar-Bed a zo bodet er Park ha 4 c'humun ouzhpenn ha kêr Vrest zo gevellet gantañ.

Ul lodenn eus ar 17 ober dibabet gant ar Park evit diorren ar brezhoneg e-touez 52000 annezad kumunioù ar Park a sell ouzh mont en-dro melestradurel ar Park.

Par-ha-par e vo skrivet ar brezhoneg hag ar galleg war ar skoroù-mañ : logo ar Park; ar paper-lizher hag ar goloioù ; ar siell post war al lizhiri; ar pedadennoù embannet evit an abadennoù aozet gant ar Park; sielloù ar servijoù; kemennadenn ar responterez; al lec'hienn genrouedad; an teulioù kelaouiñ (evit kinnig ar Park pe kelaouiñ ar gazetennerien) ; pennad-stur ha pennadoù zo e kazetennoù ar Park.

Mod-all e vo roet plas d'ar brezhoneg war panelloù diabarzh ha diavaez ar savadurioù e dalc'h ar Park ha kement panell nevez a vo divyezhek. Ur studiadenn war holl anvioù-lec'h ar Park a vo kaset da benn gant an Ofis.

Brudañ ar brezhoneg a vo graet gant ar Park ivez. Impljet e vo ar brezhoneg e kefridioù liesseurt ar Park ; brudet e vo an oberoù kaset war-raok evit ar brezhoneg gant ar Park ; graet e vo gant ar brezhoneg pa vo aozet emgavioù ha lidoù ofisiel ; brudet e vo ar garta Ya d'ar brezhoneg dreist-holl e-touez ar c'humunioù ezel eus ar Park ha kemeret e vo perzh e brudadeg vloaziek ar c'hentelioù brezhoneg war dachenn ar Park.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus