Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Paotred al lorc'h adkavet
Daou zen en o sav, daou zen a zo bet kalonek a-walc'h evit kontañ o istor dirak ar c'hamera, un istor garantez hollvedel, hini un den evit un den all
Fanny Chauffin Par FC le 20/01/16 14:07
:
Réalisation :

Daou zen en o sav, daou zen a zo bet kalonek a-walc'h evit kontañ o istor dirak ar c'hamera, un istor garantez hollvedel, hini un den evit un den all.

Er sal, goude film Ronan Hirrien "Paotred al Loc'h", didrouz eo an arvesterien. Fromet an dud, ha, tamm ha tamm, e teu goulennoù, evezhiadennoù e leiz.

Tud fromet, tud o komz, peogwir just a-walc'h, etre al labour dorn pemdeziek hag ar gomz e tispleg ar film eo istor Fulub ha Yann Pier un istor hollvedel.

Istor ur c'houblad a zo bet kad da vont dreist ar c'hoant pa oant dispartiet hag o doa bet kemeret an amzer da c'hortoz egile (1000 lizher eskemmet, pa ne oa ket a Internet nag a Skype) hag a gemer amzer d'ober krampouezh, amann, da zastum mel ar gwenan, saladenn ha kourjetez ar jardin, d'ober war dro ar c'hezeg, ar saout hag ar yer.

Istor ur yezh adperc'hennet pa oa Yann Pier krennard, gant e vamm-gozh, gant e youl da gomz yezh ar vro, ha komzet tamm ha tamm gant an daou waz fidel...

Ur baradoz ? Ket, ur stourm, bemdez, seder hag a-stroll. Ur Pacs sinet e foñs un trepas teñval, un eured gant an daou baotr deuet war jav d'an ti-kêr, kanerien kan ha diskan gant tamboulinoù an tammoù koad dastumet ...

Sellit ar film, dasparzhit anezhañ : gwelet oa bet gant muioc'h eget 3 700 a dud war Internet (3032 evit ar VOST + 638 evit ar VO + Pluzz diouzhtu goude), aes eo da welout :

(voir le site)

Gant ma vo skignet, gwelet gant tud a bep seurt oad, ha gant ma vo trec'h ar film e prizioù Dazont ar brezhoneg e fin ar miz...

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons