Put your name here

Chronique
Pello Aramendi : brav eo labour tud Diwan !
Kinniget e teir yezh, ar brezegenn a zo bet dec'h e lise Karaez a ziskoueze penaos 500 skoliad euskarad ha breizhad a rae evit deskiñ
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 11/11/16 12:15 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
:
Réalisation :

Kinniget e teir yezh, ar brezegenn a zo bet dec'h e lise Karaez a ziskoueze penaos 500 skoliad euskarad ha breizhad a rae evit deskiñ. Labour klaskerien Donostia a oa dielfennañ 500 goulennaoueg gant respontoù tud yaouank, en eil derez (250 e Breizh, 250 e Euskadi). Petra a lakae anezho da zeskiñ ? Al labour a-stroll ? Ar fed bout selaouet gant ar c'helenner ? Ar fed kaout notennoù vat ?

A-benn ar fin n'eo ket gwall zisheñvel an div vro : disoc'hoù mat kenañ war ar skeul Pisa, ur blijadur da vont d'ar skol (66 % laouen da vont d'ar skol e Breizh, 53% e bro Euskadi), buhez a stroll ha kenlabour efedus... Ar pezh a ya a-dreuz neuze ? Re nebeut a vrezhoneg implijet ganto, ha re a c'hoarioù video evit krennarded Breizh (22,8 % e Breizh, 16 % e bro Euskadi), c'hoant o deus e vefe komzet diwar benn ar "vuhez gwir", lenn keleier war Internet ha bannoù treset ...

Ar fent implijet gant ar gelennerien a blij dezho ivez, ha bout kalonekaet ingal : " benn ar fin", a lavare Beatris, troourez kastilhaneg-brezhoneg "a-drugarez da Beillo e welomp n'eo ket fall al labour graet gant Diwan, daoust d'ar skuizhder, d'ar fed n'eo ket aes bemdez. Trugarez ! ".

Hag ar c'hlasker euskarad da gervel an dud evit ur c'henlabour Euskadi-Breizh evit kenderc'hel gant ar pezh oa bet kroget : studiañ emzalc'h ha doareoù labourat ar re yaouank skoliatet e yezhoù minorelaet Europa.

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 9 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.