Dic'hortoz, fresk, fentus ... chañs o deus al lennerien da lenn romant nevez Paol ar Meur

Dic'hortoz, fresk, fentus ... chañs o deus al lennerien da lenn romant nevez Paol ar Meur : "Eus e steredenn d'eben", evit ar re Drede/Termen.

>

ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?

Paol ar Meur - Unan hepken, ur skrid adkavet gant un embanner ugent vloaz war-lerc'h bezañ bet skrivet. Freuzstal oa bet graet gant an ti-embann ha n'em boa ket dalc'het div skouerenn eus ar skrid. Me 'soñje din e oa kollet da viken. Goulenn e oa bet diganin kas ur skrid d'ar mare-se pa ne oa ket kalz levrioù da ginnig d'ar grennarded.

ABP- Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?

Paol ar Meur - Hini ebet petra bennak ez eus kalz mennozhioù em fenn, re skuizh on war-lerc'h ma devezhioù labour evit duañ paper adarre, ha sammet ivez gant ma labour evit ar c'helaouennoù.

ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ?

Paol ar Meur - Pell 'zo ne lennan ket mui levrioù evit ar re yaouankañ. 

ABP - Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?

Paol ar Meur - Trugarez da vroudañ an dud da skrivañ.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....