Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Dépêche -
PANELLOU AN HENT BRAS DISTALIET GANT AI'TA ! E KEMPER

Difennet eo ar brezhoneg war an hentoù-bras, e-lec’h ma dremen ar muiañ a dud bemdez. Derc’hel a ra ar Stad da staliañ panelloù e galleg nemetken, nepell diouzh panelloù en

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 28/01/13 21:37

Difennet eo ar brezhoneg war an hentoù-bras, e-lec'h ma dremen ar muiañ a dud bemdez. Derc'hel a ra ar Stad da staliañ panelloù e galleg nemetken, nepell diouzh panelloù en div yezh staliet gant strollegezhioù lec'hel. Peseurt poell ? E 2008 e oa bet kemmet Bonreizh ar Republik o lâret e oa “an holl yezhoù rannvro un tamm deus glad ar Frañs“. Abalamour da betra ne vefe ket tu da gaout brezhoneg war hon hentoù-bras ivez ? Pignat gant ur skeul, diskrougañ ar panelloù ha laoskel anezhe e traoñ ar postoù war al leur a dalvezo an dra-mañ : « Ni, brezhonegerien, hon eus gwir da welet, da glevet ha da implijout hor yezh e pep lec'h er vuhez foran. N'eus ket brezhoneg war ar panelloù-se ? Neuze ne c'houllomp ket anezhe ! »

Setu ar pezh a oa degaset da soñj da bennoù bras ar Stad disadorn beure, pa voe distaliet un ugent bennak a banelloù nevez gant paotred ha merc'hed Ai'ta ! e kroazhent-tro al Loc'h e Kemper. Da c'houde voent kaset war-droad betek ar prefeti, evit berniañ anezhe asambles gant ar re laosket war hon lerc'h d'ar 31añ a viz Meurzh 2012. Ha kement hag ober e oa bet profet unan da vBernard Poignant hag a oa o lidañ ar bloavezh nevez en ti-kêr, koulz hag unan all da bPierre Maille dirak ar c'huzul departamant. Dezhe da vont da adstaliañ anezhe bremañ ma fell dezhe !

Voir aussi :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons