Setu kontet gant an den Lijour penaos e veze tapet silhoù

Ret e oa kaout un devezh gant glav pil, e miz Du. D'ar poent-se e oa ret gervel ar mignoned ha diskenn betek ar vilin, hini Kaourantin Fourden, 'ba' Treumeun.

' Oa ket a "ciré Cotten" d'ar mare-se, neuze e vezer gwisket sac'hadoù avaloù-douar war e gein ha lakaet rouedoù en dour. Mod-se veze tapet kiloioù ha kiloioù silhoù.

Ha gwerzhet war lerc'h gant karr ar miliner e Tremeven, tout ar pezh a oa bet dastumet, ' barzh pemp barrikennad. Gouest e oa ar pesked da vevañ tri devezh-pad er maez eus an dour.

Ha bremañ ? Netra ken, met ar re "vitik, bitik" (bihan tre, ar "civelles" en galleg).