-- Langues de Bretagne --
Publié le 12/07/21 12:19 -- mis à jour le 12/07/21 12:19
Anavezet eo kanerez Kembre, plac'h entanet o stourm war bep dachenn, sot gant barzhoniezh e bro kinidig, met ivez gant hini barzhed Breizh. Aze eo anat he deus graet Lleuwen un dro strobinellus : cheñchet pri ar fulor e aour ur ganaouenn...
Plas ar merc'hed e stourm evit ar brezhoneg a zo brasoc'h-brasañ : pladennoù a vil vern, e bed ar festoù noz, an abadennoù da selaou. Digoret an hent gant Annie Ebrel, Marthe Vassalo, Nolwenn ar Vuhé. Met hiziv an deiz, war al leurennoù, ma vefe merc'hed Barba Loutig gant ur bladenn nevez flamm (Enora de Parscau, Loeiza an Duigou, Anjela ha Mari Lorho Pasco, Elsa Corre, ...), pe Lleuwen o seniñ e Kembre, e Breizh, e Amerika ar Zu, ma vefe Katell Kloareg, Nolwenn Korbell, Morwenn le Normand, merc'hed Kreiz Breizh Akademi, Marine ha Sterenn, ar strollad Eben...
Gant Lleuwen avat, e ya pelloc'h marteze ar stourm evit ar yezh, ur pont etre kembraeg ha brezhoneg gwasket gant ar saozneg hag ar galleg, atav e oa bet o stourm hardizh evit he yezh ha ken uhel eo statud ar yezh e Kembre n'eo ket evit kompren spered gall an dilennidi, ha dibaboù Blanquer hag ar prezidant...
- Ar Skar, skipailh diazez ar Redadeg par Kerne Multimedia le 20/05/2022
- Daoust da bep tra, un eilvet Redadeg e daou vloaz par Kerne Multimedia le 20/05/2022
- Dipitus-bras an disoc'h : met perak an diaoul e oa bet bro C'hall plaset ken fall ? par Kerne Multimedia le 15/05/2022
- An Alre : an ad-ti post e brezhoneg, ar beloioù, ha servijoù liesseurt… par J-L Le Floc\'h le 02/05/2022
- Aet eo Mona Bouzeg d'an Anaon : brezhoneg ar vro e penn he stourm par Kerne Multimedia le 24/04/2022
- Prizioù ar brezhoneg : na fromus e oa gant Gwenola ! par Kerne Multimédia le 31/03/2022
- Prizioù dazont ar brezhoneg par La rédaction le 26/03/2022
- Bed ar Brezhoneg, Un nouvelle rubrique sur Brezhoweb par BREZHOWEB le 25/03/2022