1037 vues

"Pa" a seblant bezañ ur gerig dister, hag evit afer-se eo ur ger important e brezhoneg. Brezhoweb a ginnig deoc'h eil rann an abadenn nevez "Ar Brezhoneg a gan".

Brezhoweb, ar chadenn tele nemeti e brezhoneg penn-da-benn, a ginnig deoc'h eil rann an abadenn nevez "Ar Brezhoneg a gan", evit lakaat ar vrezhonegerien da wellaat o live yezh, a-drugarez d'ar c'hanaouennoù brezhonek.

"Pa" a seblant bezañ ur gerig dister, hag evit afer-se eo ur ger important e brezhoneg. An abadenn a vez kinniget e brezhoneg gant Dewi Sibéril, hag istitlet e brezhoneg hag e galleg, pep hini da choaz.

Posubl eo sellout ouzh ar videoioù war lec'hienn Brezhoweb, war You Tube https://www.youtube.com/watch?v=yoGFXDVcUlA ha war Facebook.

Ar c'hanaouennoù brezhonek, sed amañ un teñzor a-fed sevenadur... ha yezhadur, war ar marc'had ! Gant "Ar brezhoneg a gan" e c'hallo nep a gar gwellaat e vod da vrezhonegañ. Un abadenn nevez da adkavout war Brezhoweb : Tan de'hi, tan de'hi... !

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.