Penaos e oa e Milin Pont-Scluz, ba Kerien, pa oa bochad dour 'b'ar ster ?

Derc'hel a ra soñj merc'h miliner diwezhañ milin Pont-Scluz, an aotrou Penneg, Mariannig eus ur bern traoù.

Pa oa erruet ar "Boched" en ti, spontet e oa bet ar plac'h yaouank : "Vous, écouter radio Anglais ! "

Penaos e oa gant rod ar vilin, ar skluz, ha penaos e oa pa oa dour forzh pegement ? Ha pa oa dic'hastet ar c'hleuzioù. "Potoioù betoñs" zoken ne c'hellent ket ober kalz tra a-enep nerzh red spontus ar ster.