Aozet e oa bet Devezhioù ar C\'Hengred d\'ar 5 ha 6 a viz Meurzh tremenet, e Roazhon, evit harpañ Skoazell Vreizh. Un digarez da vodañ arvesterien niverus, deuet eus pemp departamant Breizh hag eus pelloc\'h zoken, evit lod. Fellout a ra da Guzul-merañ Skoazell Vreizh a-bezh trugarekaat an holl re bet o kemer perzh, e mod pe vod, e aozadur an div abadenn.
Trugarez d\'an holl re a-youl vat hag an holl arzourien dreist-holl. Int-i o deus roet buhez d\'an degouezh. C\'Hoant hon eus ivez saludiñ perzhidi emsav sevenadurel, kevredigezhel ha politikel Breizh, a oa deuet niverus. Trugarez dezho evit bezañ embannet o fiziañs ennomp. An dalc\'h a oa reiñ Skoazell Vreizh da anavezout d\'ar brasañ niver, ha d\'ar rummadoù yaouank dreist-holl, bet ganet pell goude krouidigezh ar gevredigezh. Tizhet eo bet ar pal.
Brav e oa ivez gwelet e oa bet graet anv eus an degouezh er mediaoù. Ur gelaouadenn dele war France 3 zo bet (sellet ouzh lec\'hienn Internet France 3 Breizh, keleier 19/20 ar Gwener 5 a viz Meurzh) ha leun a bennadoù war ar Genrouedad.
An Devezhioù-se o deus diskouezet en-dro e oar ar Vretoned bezañ unvan pa\'z eus kaoz eus kengred. Ur meno diazez evit ur bobl a rank derc\'hel mat, p\'emañ ar renerien ha an divizourien veur o vagañ hag o reiñ lusk d\'an emgarantez ha diskar ar sevenadurioù.
Hep kengred, frankiz ebet !
Jerom Bouthier, prezidant Skoazell Vreizh
Fabris Cadou, sekretour Skoazell Vreizh