Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Produit -
Ostilhoù-yezh evit ar brezhoneg evit an heuliad burevek Microsoft Office 2013
Laouen eo pare an Drouizig o kemenn deoc'h, evit deroù ar bloaz 2013, hizivadur An Drouizig Difazier. Skor an heuliad burevek Microsoft Office 2013 eo an nevezinti pennañ eus an
Denis Arnaud pour An Drouizig le 14/01/13 19:21

Laouen eo pare an Drouizig o kemenn deoc'h, evit deroù ar bloaz 2013, hizivadur An Drouizig Difazier. Skor an heuliad burevek Microsoft Office 2013 eo an nevezinti pennañ eus an hizivadur-mañ. Hegerz eo an heuliad (evel alberz nemetken) abaoe nebeut a amzer war lec'hienn Microsoft. A-benn an trimiziad kentañ eus 2013 e vo gwerzhet d'an dud.

O toujañ d'an doare skrivañ peurunvan e skor an handelv-mañ pemp kant stumm ger ouzhpenn, tennet, evit an darn vuiañ anezho, eus an nevezc'herioù brezhonek hag eus geriaouegoù rannyezhel. Gant ur geriadur 60.000 ger ennañ o kevatal da 1,6 milion stumm deveret e vez tremenet dreist pep live arverañ ar brezhoneg. Gant ar meziant ez eus ur c'heflusker da ardeiñ an hoskiñ (an troc'h gerioù e dibennoù al linennoù testenn) hag un dezrannerez yezhadurel da zinoiñ ar fazioù kemmadurioù.

Dreist e vez enkorfet ar binvioù-mañ en heuliad. Prouadet stank dre ur strollad testennoù 20 milion ger ennañ e vez kinniget un anaoudegezh divank eus stummoù deveret ar brezhoneg. Ur benveg kelennadel, talvoudus evit an dud a zesk ar yezh a ya da vezañ an Difazier hag ouzhpenn-se ur benveg n'haller ket ober heptañ evit ar re a skriv e brezhoneg bemdez : kelennerion, kazetennerion, animatourion, h.a.

O kontañ meur a vil pellgargadur abaoe ma 'z eo aet war-wel en em azasa ar goulev diouti c'hoazh ur wech en ur heuliañ nevezerezhioù diwezhañ nevid ar c'halvezouriezhoù nevez a-fet meziantoù.

logo
Créée en 2003, l'association An Drouizig a pour but de développer l'usage de la langue bretonne dans le domaine des nouvelles technologies. Mozilla Firefox, ainsi que d'autres grands standards du logiciel libre comme son compagnon idéal, le logiciel de messagerie Mozilla Thunderbird ou encore la suite bureautique LibreOffice, les logiciels Gimp, Inkscape, Scribus sont également disponibles en breton.
Gwelout pennadoù all An Drouizig
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons