Oman, eus ar mor d’an ezañs war Brezhoweb
Oman, eus ar mor d’an ezañs war Brezhoweb © photographe
Oman, eus ar mor d’an ezañs war Brezhoweb
Oman, eus ar mor d’an ezañs war Brezhoweb © photographe

Daoust m'eo modern ha ma ra berzh Sultanelezh Oman gant e direoul, n'eo ket bet ankouaeet e henvoazioù ganti. Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb.

Daoust m'eo modern ha ma ra berzh Sultanelezh Oman gant e direoul, n'eo ket bet ankouaeet e henvoazioù ganti.

Kevrinus eo chomet ar vro-se e-pad pell. Ur bern gweledvaoù a bep seurt a gaver er vro-se : dezerzhioù, loc'hoù, traezhennoù ha menezioù douraet evel zo dleet. Pell emañ Oman eus kliched an tachennoù sec'h ha krin e ledenez Arabia.

Pinvidik eo hengounioù ar vro, strujus eo he natur alies, bro ar mor eo ivez. Unan eus sekredoù kuzhet mat ar Reter Nesañ eo Oman.

Un teulfilm e brezhoneg da welout war Brezhoweb adalek an 9 a viz C'hwevrer 2018. Teulfilm brezhonek http://www.brezhoweb.bzh/Teulfilmou_313.html da welet war lec'hienn Brezhoweb.

logo An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.