Lidet e vo un oferenn da vare Nedeleg e brezhoneg e Naoned

Evel bep bloaz e vo un oferenn e brezhoneg penn-da-benn e Naoned . Lidet e vo d'ar gwener 22 a viz kerzu da 7eur g-m : un oferenn da vare Nedeleg e vo. Daou veleg brezhoneger eus eskopti Naoned a laro an oferenn : Benoit Luquiau ha Guillaume Ar Floc'h .
Ar bloaz-mañ eo en iliz Santez Anna e vo lidet .An iliz-mañ a zo en ur c'harter e lec'h a zo en em gavet kalz a vrezhonegerien deuet eus Breizh-izel da labourat e Naoned. N'eus ket re bell zo ne oa ket rouez klevout brezhoneg war an hent. Deuit niverus enta.