Naoned d’an 23 a viz Mae 2007. Kinnig a rae Jean-Christophe Cassard e levrioù nevez embannet. Prezegenn aozet gant ar gevredigezh Bretagne Plus.
Naoned d’an 23 a viz Mae 2007. Kinnig a rae Jean-Christophe Cassard e levrioù nevez embannet. Prezegenn aozet gant ar gevredigezh Bretagne Plus. © ABP

Jean-Christophe, mignon kaezh. Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.

Da-genver obidoù istorian Vreizhad Jean-Christophe Cassard,

hag

, hag a oa bet degouezhet e Lokireg d'an 12 a viz Genver, setu ar prezegenn gant Paolig Combot, prezidant  Ar Falz / Skol Vreizh.


Jean-Christophe, mignon kaezh

Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.

Pemzektez zo hon doa kollet ur mignon all, Albert Boché

hag

e galleg, ur mailh heb e bar war ar brezhoneg.

Hiriw e kollomp ac'hanout, Jean-Christophe, te hag a zo bet un mailh heb e bar war istor Breizh : daou Vreizhad a ouenn vad o paouez kuitaat ac'hanomp. Pebezh koll evidomp, evid ar Vretoned, evid an denelezh en he fezh !

Evel klasker ha kelenner, 't eus labouret a-hed da vuhez war istor ar Grenn Amzer, heni hon bro, med ivez heni bro-C'hall : gouestlet e oa da levr diwezhañ da istor ar rouanez kapesian (1) ; anavezet e oa da varregezh gant an oll : studierien, kelennerien, lennerien.

Evel stourmer, 't eus klasket lakaat da dremenn ha da anavezout un tamm euz 'pezh a ouiez war-du ar Vretoned hag ar re a gar hon bro, un deg bennag a levrioù embannet gant Skol Vreizh pe e lec'h all, heb kontañ ar pennadoù 't eus savet a vil-vern, embannet amañ hag a-hont (un 60 bennag evid Geriadur istor Breizh (2) paneve ken).

Evel den, ez eo bet plijus-kenañ labourat ganit, ken digor ha ken speredeg e oas, med ivez ken resis ha ken lemm da spered.

Trugarez vraz dit, Jean-Christophe, evid toud ar pezh 't eus degaset d'ar Vretoned ha d'ar re all.

Kenavo eta d'ar bed all, ma 'z eus unan.

Ra vo skañv dit douar Breizh !


Paolig Combot, prezidant Ar Falz / Skol Vreizh


E galleg e gomzas da c'houde Jean-René Le Quéau, rener embannadurioù Skol Vreizh


(1) Istor ar rouanez kapesian : embannadurioù Belin e galleg. Da welout er roll al levrioù ha pennadoù (levrlennadur) skrivet gant J.-C. Cassard. Roll da zont...

(2) Geriadur istor Breizh : Dictionnaire d’histoire de Bretagne e galleg : http://www.skolvreizh.com/catalog?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=171&category_id=5 : pajenn al levr war lec’hienn Skol Vreizh.

Jean-René Le Quéau

La ville de Morlaix abrite depuis plus de 25 ans un des plus actifs éditeurs de Bretagne. En effet, les Éditions Skol Vreizh ou l\\\'École bretonne publient chaque année une quinzaine de titres : livres, revues, disques, et cassettes.

En savoir plus