Ur pezh-c'hoari e-kreizig kreiz Amerika ar Su c'hoariet e brezhoneg, kastilhaneg hag e galleg.

Liesliv, c'hoariet gant 15 komedian ha soner brezhonegerien ha tri arzour maya, eus Chile ha Guatemala.

Setu Glannon o tisplegañ er filmig penaos eo bet krouet ar strollad, penaos e oa bet graet evit pleustriñ ha degemer an arvesterien gentañ e Brest er sizhun paseet.

An istor ? Istor ur plac'h " e penn-kentañ Meksikanez, deuet da vezañ Maia, ha Spagnolez da c'houde dre ma oa e karantez gant ar c'honkistador Kortez. Ar bugel metis kentañ a zo ganet, kaset he deus ar Spagnolez betek ar c'herioù Maya. Treitourezed pe/ha mammoù an holl Vetised 'zo er bed ? "

13 a viz Du, leurenn Glenmor, Karaez
17 a viz Du, Plouneour-Menez
22 a viz Genver, Kerien

- Mont e-barzh : 7 € (5 € evit ar re zilabour, ar vugale, ...)

- Gouzout hiroc'h : 06 19 74 07 61 (Maiwenn Kerneis), laobrateatral@gmail.com, http://laobra.over-blog.com