D'ar 17 a viz Gwengolo e vo dalc'het he emvod distro-skol gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Da 8e noz e Ti Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned e c'hello an dud gouzout hiroc'h war ar gevredigezh, eurioù ha lec'hioù ar c'hentelioù hag an obererezhioù dudi kinniget evit ar

D'ar 17 a viz Gwengolo e vo dalc'het he emvod distro-skol gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Da 8e noz e Ti Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned e c'hello an dud gouzout hiroc'h war ar gevredigezh, eurioù ha lec'hioù ar c'hentelioù hag an obererezhioù dudi kinniget evit ar bloavezh 2007/2008 el Liger-Atlantel.

Emvod-meur ar gevredigezh a oa bet d'ar Gwener 15 a viz Mezheven ha daou boent bennañ a oa bet : cheñchet e oa bet ar statudoù hag ur burev nevez a oa bet dilennet.

A-unvouezh e oa bet votet ar cheñchamant graet da statudoù ar gevredigezh a-benn ma c'hello bezañ kaset aesoc'h kentelioù un tamm e pep lec'h en departamant ha dre se tizhout muioc'h a dud. Evit ar bloavezh-skol 2007/2008 e vo kentelioù e Naoned evel-just met ivez e Sant-Ervlan, Orvez, al Lavreer-Botorel, Sant-Stefan-Brengoloù ha Kerverner-Raez. Emvodoù distro-skol a vo e pep a gumun (deiziadoù da vezañ termenet diwezhatoc'h).

Ar burev nevez a zo ennañ Katell Leon, prezidantez ; Korin Rotach, besprezidantez ; Maxime Malette, besprezidant ; Visant Roue, sekretour ; Béatrice Menu-Kerforn, bessekretourez ha Jannick Tendron, teñzorourez.

Ditouroù : 02 40 20 39 74, kann@netcourrier.com ha war www.bretonnantes.org le la les un de a au des une

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique. En savoir plus