O komedianeta emañ Barzhanoff, strollad c'hoariva brezhonek Bro Roazhon. Un nebeud komedianed a vank deomp evit seveniñ hor pezh c'hoari nevez "Ar bed en tu gin". Savet eo an destenn dre-vras met n'eo ket skornet.

O komedianeta emañ Barzhanoff, strollad c\'hoariva brezhonek Bro Roazhon. Un nebeud komedianed a vank deomp evit seveniñ hor pezh c\'hoari nevez \"Ar bed en tu gin\". Savet eo an destenn dre-vras met n\'eo ket skornet.

Ar bed en tu gin eo tem an dastumad sketchoù-se neuze : penaos e vefe al labour, an darempredoù paotred / merc\'hed, an darempredoù etrebroadel, hon doare da welet ar marv hag ar vuhez... ma vefe ar bed en tu gin. Ha ma vefe hor bed deomp ni ar bed en tu gin ? Farsus ha sirius war un dro eo an danvez. Diouzh implij amzer an dud e vo aozet an deiziataer pleustriñ (ha c'hoari). Pleustret e vo etre miz Du 2007 ha miz Meurzh 2008. Kinnig an abadenn e pep lec\'h e Breizh adalek miz Ebrel 2008 eo ar pal.

Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h diwar-benn ar strollad, kit da weladenniñ hol lec'hienn (http://bzh.barzhanoff.free.fr) ha ma'z oc\'h dedennet gant ar raktres, deuit e darempred ganeomp hep gortoz (barzhanoff@free.fr). Kontant omp da reiñ ar skrid da lenn d'an neb a vefe dedennet. Un emvod a vo aozet e Roazhon d'ar 15 a viz Here.