An abadenn Foeterien a benn miz Eost
An abadenn Foeterien a benn miz Eost

C'hoant ho peus bevañ un avantur pad an hañv ? Evit an abadenn skinwel "Foeterien" emaomp o klask c'hoarierien a vefe brezhonegerien e-pad ur sizhun etre an 19 hag ar 25 a viz Eost war hentoù Breizh.

“ Casting” brezhonegerien

C'hoant ho peus bevañ un avantur pad an hañv ? Evit an abadenn skinwel " Foeterien " (26 x 7') sevenet gant Mikael Baudu ha produet gant Gwengolo Filmoù/TVR 35/ TBO /TyTélé, emaomp o klask c'hoarierien a vefe brezhonegerien : Pedet vo pep skipailh daou zen d'ober Tro Breizh e kerz ur sizhun, 50 € hepken en o godelloù pa z'eont kuit. Bemdeiz e vint kaset war zu ul lec'h ma zo bet lezet e roud gant un dudenn vrudet en Istor Breizh. Ret e vo dezho ober ur 1.000 km bennak war droad pe o c'hoari biz meud, e kerz un droiad a gaso anezho diouzh Tuchenn Mikael e Menez Arre betek ar mor, o tremen dre aodoù Bro Leon, straedoù Roazhon pe Naoned. Ar skipailh a vo trec'h c'hounezo ur veaj war zu ur vro all.

Tri skipailh tud a glaskomp (daou zen e pep skipailh, merc'hed, paotred pe paotr ha plac'h) Unan a vefe war dro 18 bloaz. Un eil hini etre 25 ha 30 vloaz. Hag an trede a us da 35 bloaz.

Emaomp o vont da filmañ an abadenn e-pad ur sizhun etre an 19 hag ar 25 a viz Eost war hentoù Breizh.

Evit ar re dedennet, ret kas deomp ur gerig gant ar chomlec'h, an niverenn pellgomz, hag an oad, Ar buanañ 'vo ar gwellañ d'ar chomlec'h mañ foeterien@gmail.com