Pedet eo bet ABP gant ur familh, da drehentiñ ar galv-mañ : klask a zo war ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez, pe ur vagouri e lec'h ma vez komzet brezhoneg d'ar vugale, evit ur babig eus Staol a zeuio a-benn nebeut.
Pedet eo bet ABP gant ur familh, da drehentiñ ar galv-mañ : “Klask a zo war ur skoazellerez-vamm vrezhonegerez, pe ur vagouri e lec'h ma vez komzet brezhoneg d'ar vugale, etre Plouha ha Sant Brieg, evit ur babig eus Staol a zeuio a-benn nebeut.” Anaïs Leroux a zo aet e darempred gant Divskouarn, ar gevredigezh a labour war diorren ar brezhoneg a-raok ar skoliata, met siwazh n'eus netra tro-war-dro evit poent. Kenderc'hel a ra Anaïs « Setu perak e klaskan tud dedennet, tud war ar vicher HA kerent, a-benn sevel ur raktres mikro-vagouri, pe simploc'h, kavout ur skoazellerez-vamm hag a vefe laouen o tont da labourat amañ. ».Ma z'oc'h dedennet, kit e darempred ganti ! anais.leroux@yahoo.fr 06 77 08 94 65
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !