Fest-noz e kraoù ar saout, gant kanerien ha sonerien ar vro

Fest-noz e kraoù ar saout, gant kanerien ha sonerien ar vro, digoust evit mont e barzh

Abaoe bloavezhioù e vez aozet gant ar gevredigezh NPK ur fest-noz e ti feurm Gi ha Martine Penseg, ha plijadur a zo atav ! Krampouezh e c'heller debriñ war al lerc'h, ha kanerien kan ha diskan e leizh, koubladoù biniou/bombard, akordeoñs, violoñs...

E miz Meurzh oa bet aozet ur fest-noz gant NPK gant kanerien nemetken, deuet eus pemp korn ar vro, gant ma vo kement a plijadur fennozh ! (ar video)

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....