
Ar gevredigezh Brezhoneg Bemdez a ginnig ur veilhadeg e brezhoneg d'ar gwener 4 a viz Meurzh 2011. Aozet e vez evel digoradur Baleadenn, saloñs 1añ an troioù-bale a
Ar gevredigezh Brezhoneg Bemdez a ginnig ur veilhadeg e brezhoneg d'ar gwener 4 a viz Meurzh 2011. Aozet e vez evel digoradur Baleadenn, saloñs 1añ an troioù-bale a vo dalc'het er Vourc'h-Wenn d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh. Beajiñ o selaou brezhoneg, sed aze dodenn an nozvezh. Pedet eo bet : François Fave eus Plouzeniel a gonto e droioù betek an Norzh pellañ ha Michel Bouzellog eus Lanrivoare a zanevello, eñ, e veaj betek Sant-Jakez Kompostella. Er Mediaoueg ar Vourc'h-Wenn. 8 eur noz. Digoust ha digor d'an holl. Plijadur a vo ken a vezo ! Da c'houzout hiroc'h : www.baleadenn.org
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !