

E-barzh koulzad-kabaliñ al listenn "Ni ho savo Breizh", e ped Strollad Breizh an douaroniour Jean Ollivro. Jean Ollivro zo kelenner e skol-veur european Breizh e Roazhon 2 hag e Sciences-Po
E-barzh koulzad-kabaliñ al listenn \"Ni ho savo Breizh\", e ped Strollad Breizh an douaroniour Jean Ollivro. Jean Ollivro zo kelenner e skol-veur european Breizh e Roazhon 2 hag e Sciences-Po Roazhon. Prezidant an ensavadur Breizh Diawel eo ivez.
N\'eo ket un degouezh m\'en deus Jean Ollivro lakaet embann e levr diwezhañ \"Raktres Breizh\" e ti-embann Apogée e-kreiz koulzad-kabaliñ an dilennadegoù-rannvro. \"Raktres Breizh\" a vesk an amzer a-vremañ hag an amzer da zont, ha liammañ a ra an anaoudadur skiantel hag ar preder diawelus. Goude ur bilañs resis eus stad Breizh, e kinnig Jean Ollivro ur steuñv oberiañ evit ur raktres breizhat goude an enkadenn. E sell hollek a gont war savidigezh « Breizh gaer, en he bleuñv, kengred ha digor war ar bed ».
An nozvezh gendiviz-mañ a vo aozet d\'al Lun, 15 a viz C\'hwevrer da 8e30 noz e Ti Karter Maurepas e Roazhon. Digor eo d\'an holl.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !