Louaneg, Bro-Dreger. Digoret ez eus bet dilun diwezhañ ur skol Diwan nevez en Louaneg un dek kilometr bennak eus Lannuon. Da zegemer an unnek bugel bihan e oa Ivona ar skolaerez ha Mari-Madelen ar skoazellerez.
Louaneg, Bro-Dreger. Digoret ez eus bet dilun diwezhañ ur skol Diwan nevez en Louaneg un dek kilometr bennak eus Lannuon. Da zegemer an unnek bugel bihan e oa Ivona ar skolaerez ha Mari-Madelen ar skoazellerez. Ret eo bet da dud ar vugale feurmiñ ul lojeiz prevez a-benn digeriñ ar skol-nevez-mañ. Evelkent e vez degemeret ar vugale da greiztez e kantinenn ar gumun koulz ha diouzh noz en diwallerezh. Digoridigezh ofisiel ar skol a vo d'ar 16 a viz Gwengolo. A-benn sikour ar skol da vevañ e vo aozet ur pred krampouezh gant kuzul skoazell ar skol, "Harpañ Diwan e bro Berroz", d'ar 7 a viz Here en Sant-Ke.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !