Put your name here

Nolwenn Korbell, gant Eric Legret
Nolwenn Korbell, gant Eric Legret

Chronique
Nolwenn Korbell fuloret a-enep Michel Onfray
Digredus eo an doare da zegemer ar 4 % gant sonennoù e brezhoneg, gallaoueg, kreoleg, alsasianeg, korseg .... gant kanerien gallegerien anezhe
Fanny Chauffin
Publié le 18/09/16 19:09 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Digredus eo an doare da zegemer ar 4 % gant sonennoù e brezhoneg, gallaoueg, kreoleg, alsasianeg, korseg .... gant kanerien gallegerien anezhe. Disadorn paseet, pevar den erminet e Karaez : Jean Cévaër, Yann-Fañch Jacq, Mikael Bodlore-Penlaez ha Nolwenn Korbell.

Alies e vez roet ar c'holier da dud kozh, stourmet ganto a-hed o buhez evit yezh ha sevenadur Breizh. Aze e oa daou zen yaouank a-walc'h, ha roet ur prof d'ar stourmer, marc'h labour anezhañ, Yann-Fañch Jacq ivez.

E galleg e oa bet lavaret ur brav a ziskour, un taol fulor a-enep Michel Onfray, un destenn vrav evel eo gouest Nolwenn da skrivañ, da zibunañ, an dour en he zaoulagad...

Ya, e Paris e vez graet goap ouzh ar Vretoned, ouzh an holl a ra gant yezhoù bihan e Breizh. Ha vat a ra gwelout pegen kreñv ha don e c'hell bout ar stourm hag ar gasoni maget gant kement a ziseblanted, kement a c'halloud n'eo ket doujus ouzh an dud hag o gwirioù.

Michel Onfray a lâr eo ar yezhoù bihan ur beñveg evit " chom serret warnañ e-unan, un doare meuriad da vont en dro ".

" Evit 4 % eus an abadennoù....(...) ma yezh a zo e don ma boelloù, ul liamm eo a stag ac'hanon ouzh ma mamm, ouzh ma mab, ouzh ma zud kozh, ouzh ma douar..."

Hag hi da wiskañ ar yezh-mañ evel ur "bizoù, evel ur c'holier ermin"...

Evit kompren spered al lezenn nevez-mañ, adlenn pennad unan eus an aktourien pennañ, Louis-George Tin : ( voir l'article )

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Cet article a fait l'objet de 2284 lectures.
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 2 commentaires
  Marzhina Séveno
  le Lundi 19 septembre 2016 11:32
Laret brav! Gourc'hemennoù Nolwenn,ha galon genoc'h.
(0) 
  Fabrig
  le Vendredi 23 septembre 2016 13:21
Tennet he deus daeroù a'm daoulagad...Brav !
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.