Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Revue de film -
Niza gwenn ha ruz : Denise Le Franc filmet gant Bastian Guillou
Ur film fromus gant ur vaouezh he deus adperc'hennet he yezh
Fanny Chauffin pour ABP le 2/06/12 10:02
26201_1.jpg

Piv eo Niza ? Denise Le Franc, ur vaouezh 87 vloaz, leun a startijenn ha furnez enni, prest da zegemer an holl. Desket he doa lenn ha skrivañ ar brezhoneg, lennet he deus kalzig levrioù, skrivet he deus "Pikez blev ruz". Ul liorzh brav he deus ha gouzout a ra ar mod da bareañ an dud.

Ruz e oa blev Denise (Niza) pa oa bihan, ha goapaet e oa bet, met ne vern... Deuet int gwenn hiziv, met yaouank-tre eo chomet Denise !

Dimeurzh o tont (d'ar 5/6) e vo Denise e sinema La Bobine e Kemperle asambles gant an aozer filmoù Bastian Guillou evit kinnig ar film zo bet graet gantañ diwar he fenn e miz C'hwevrer. Skignet e vo war Frans tri a-benn ur sizhun.

E Kemperle e sinema la Bobine da 6e noz d'ar meurzh 5 a viz Even - film berr 12 mn, tabut war lerc'h, digoust

Titouroù 06 79 14 96 87

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons