Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/44/44157_1.jpg
Nac'h an niveridigezh
- Communiqué de presse -
Niveridigezh ar boblañs : hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket !
Perak respont d'an niveridigezh pa n'eus ket anv eus ar brezhoneg ?!
Par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 23/01/18 10:23

Adalek ar 18 a viz Genver betek ar 17 a viz C'Hwevrer e vo goulennataet ul lodenn vras eus poblañs Breizh da geñver niveridigezh ar Stad. Paeet eo an enklask foran-mañ gant arc'hant hon zailhoù, hag evel boaz ne roio lec'h ebet d'ar yezh-où komzet gant an dud er gêr pe en o labour… daoust d'ar pezh a vez graet en holl stadoù all en Europa.

Fellout a ra da strollad Ai'ta ! diskouez pegen pilpous eo ar Stad C'Hall, ken prim o kenteliañ war gwirioù Mab-den, an doujañs ouzh an disheñvelded koulz hag ar vuhez asambles, padal ne vez morse doujet ouzh ar gerioù kaer-se pa vez anv eus ar pobloù orin a gaver war he zachenn dezhi, ha pa vefe Breizhiz, Elzasianiz, Euskariz, Korsiz pe Okitaniz c'hoazh… Abalamour d'an dra-se e c'halvomp an holl dud a sav a-enep nac'hadenn ar brezhoneg hag ar yezhoù all gwasket gant bro C'Hall da voikotiñ en un doare difeuls met sklaer an niveridigezh. Evit diskouez eo savet droug ennomp e kinnigomp chom hep respont d'ar goulennoù ha rentañ ar paperioù gant ar meneg « Hag ar brezhoneg ? Ne respontimp ket ! » skrivet warne.

A-fed goulennoù tro al lezennoù hag ar gwir, e aliomp deoc'h mont da sellet al lec'hienn-mañ : (voir le site)