- Présentation de livre -
Niverenn 58 An Dasson zo deuet er-maez
Ag ar binioù betek Marie Laforêt en ur dremen dre Hanternozh Iwerzhon Pinvidik eo niverenn diwezhan An Dasson, kelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg), nevez embannet get ar gevredigezh sevenadurel Kerlenn Sten Kidna An Alre. Ar pennad-skrid kentañ zo un atersadenn get Alan Buhé, ur soner brudet hag a zo é chom e Lokoal-Mendon. Abaoe pell e tastum
Par Christian Le Meut pour Sten Kidna an-Alre le 16/05/05 10:10

Ag ar binioù betek Marie Laforêt en ur dremen dre Hanternozh Iwerzhon

Pinvidik eo niverenn diwezhan An Dasson, kelaouenn divyezhek (brezhoneg-galleg), nevez embannet get ar gevredigezh sevenadurel Kerlenn Sten Kidna An Alre. Ar pennad-skrid kentañ zo un atersadenn get Alan Buhé, ur soner brudet hag a zo é chom e Lokoal-Mendon. Abaoe pell e tastum binioù ha bombardoù a beb sort hag a bep sort broioù ivez. Unan zo graet get kroc'henn ki... Ur veaj souezhus e-barzh bed ar binviji. An eilved pennad zo un destenn skrivet get John Hume, bet Priz Nobel ar Peoc'h, a-ziàr benn Hanternozh Iwerzhon. Emglevioù peoc'h zo bet sinet du-hont, hag ar peoc'h a bad, tamm pe damm. John Hume a glask displeg ar penaos hag ar perak. Goude-se eh eus kinniget daouzek tro-lavar bet dastumet get Patrick Drean, evel "Hennezh zo ur farasie" pe "Traoù kotibus". Patrick a c'houlenn sikour get al lennerion evit gouiet pelloc'h a-ziàr benn an troiennoù-se. Stad ar brezhoneg e Bro An Alre a zo graet goude : chom a rahe 7.000 brezhoneger e Bro An Alre hiziv an deiz, reve Ofis ar brezhoneg. Ha, da echuiñ, Jean-Claude Le Ruyet en deus troet e brezhoneg ur sonenn kanet get Marie Laforêt anvet "Prof". Razh ar pennadoù-skrid divyezhek-se zo en niverenn diwezhañ An Dasson, Nnn 58, a c'hell bout prenet e stalioù levrioù 'zo hag ivez e Kerlenn Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 an Alre. 5 ¤. Pellgomz : 02.97.29.16.58. E-mail : STENKIDNA 2 [at] wanadoo.fr.

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons