
Ijinet ha krouet gant ur strollad yaouank hag a vo e brezhoneg penn da benn ! Bezomp Nidiaded an devezh a hiziv evit sevel hon yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi… Dieubomp ar spered ha dieubet e vo pep tra…
D'ar 1añ Genver 2010, niverenn gentañ an Nidiad zo deuet er maez. Ur gazetenn lennegel ijinet ha krouet gant ur strollad yaouank abaoe bloaz hag a vo e brezhoneg penn da benn ! Barzhonegoù, kevellennoù, pennadoù studi ha prederouriezh, kement a grouidegezhioù a c'hallor kavout er gelaouenn nevez-se. « Nidiad » a dalvez « an neb a grou », ar c'hrouer bedoù hag oberennoù. Fellout a ra dimp lakaat splann hag anat pouez ha galloud ar c'hrouiñ hepken, ha klask e lakaat da vont en-dro. Bezomp Nidiaded an devezh a hiziv evit sevel hon yezh hag ar bed a warc'hoazh stag outi… Dieubomp ar spered ha dieubet e vo pep tra…Nidiad Breizh,
33 straed Lorraine
44000 Naoned
nidiad.gwe@gmail.com Gwendal Piégais, Malo Adeux, Hoel Mahe
Documents liés
-
16991_2
Nidiad
Nidiad. Teul koumanantiñ.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !