Nicole ar Vourc'h : ar c'hoariva hag ar vugale

Réalisation : fea - tvbk – 215 vues

Reiñ skeudennoù, frommoù d'an arvesterien, lakaat an dud da brederiañ, gant Shakespeare, Molière, pe tud all : Nicole tregont vloaz zo, atav ken youlek evit diskouez pegen pouezus eo ar c'hoariva an deiz a hiziv !

Ar Vro Bagan a zo bet kroueet gant ur c'houblad, Nicole ha Goulc'han, prest da vont asambles pep lec'h e Breizh evit treuzkas ar c'hoariva d'ar vugale, d'ar grennarded. Evit diorren ar faltazi, dre istorioù evel hini ar roue Marc'h, evit krouiñ an dudenn a zo enno.

Pegen plijus eo selaou mouezh Nicole o respont da Didier Ollivre deuet da ober fotoioù evit al levr "Portraits de Bretagne".

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....