Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ni ho savo Breizh : An Aotrou Bechu (UMP) a ra komisionoù
A-drugarez d'al listenn "Ni ho savo Breizh" emañ kudenn adaozañ an tiriadoù e-kreiz an dilennadegoù-rannvro bremañ. An holl listennoù a ranko reiñ o soñj diwar-benn an afer-se. Respont a reomp da zanvez-dilennad an UMP n'hon eus ket c'hoant kaout ur ped komision warn-ugent a vo laouen o tagañ kudenn adunanidigezh Breizh.
Christian Troadec Par Nous te ferons Bretagne le 22/02/10 10:02

.

A-drugarez d'al listenn "Ni ho savo Breizh" emañ kudenn adaozañ an tiriadoù e-kreiz an dilennadegoù-rannvro bremañ. An holl listennoù a ranko reiñ o soñj diwar-benn an afer-se.

Respont a reomp da zanvez-dilennad an UMP n'hon eus ket c'hoant kaout ur ped komision warn-ugent a vo laouen o tagañ kudenn adunanidigezh Breizh. Gwell e vefe deomp e respontje a-benn ar fin d'ar c'hinnig lavaret meur a wezh krouiñ 4 rannvro greñv e-lec'h 6 rannvro wan e Kornôg Bro-C'hall, gant Breizh hag an Normandi adunanet, ur rannvro Vañde-Poitou-Charentes, hag unan evit Traoñienn al Liger, a bodfe Añjev, Tours ha Le Mans.

Setu perak eo bet dibabet gant "Ni ho savo Breizh" – kaset da benn gant Kristian Troadeg ha Jacky Flippot – kinnig an hevelep programm e Rannvro Breizh hag el Liger-Atlantel, oc'h ober foei war an dispartioù melestradurel bountet gant Pariz. Ur programm ma c'hello an holl Vretonezed ha Vretoned ar pemp departamant diorroiñ heson o ziriadoù gantañ.

Ar gomision nemeti omp dedennet ganti eo Komision Europa, a rento justis deomp en ur c'houlenn - gant harp Parlamant Europa - da Vro-C'Hall ma vo doujet da volontez ar Vretoned.

Evit "Ni ho savo Breizh", Jacky Flippot, penn listenn al Liger-Atlantel
Darempred : 06 81 36 67 43


(voir le site) blog Ni ho savo Breizh ;

(voir le site) Strollad Breizh/Parti Breton ;

(voir le site) : ar bajenn "Ni ho savo Breizh" war Facebook

(voir le site) : pajenn Twitter Strollad Breizh.

.

Voir aussi :
Cet article a fait l'objet de 1034 lectures.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons