Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Nevezenti Mouladurioù hor Yezh : Pezhioù-c'hoari farsus gant Goulc'han Kervella
E-kichen ar c\'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer ur C\'hoariva farsus. Pezhioù- c\'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho. “La farce du
Hor Yezh Mouladurioù Par Mouladurioù Hor Yezh le 8/01/11 11:09

E-kichen ar c'hoariva relijiel, ar Misterioù, e oa er Grennamzer ur C'hoariva farsus. Pezhioù- c'hoari laouen, fentus, gros a-wechoù ; pezhioù flemmus, goapaus, un tammig kentelius lod anezho.

“La farce du Cuvier” a zo e Bro-C'hall, unan eus ar re vrudetañ. E brezhoneg ez eus deut betek ennomp un nebeut gwerzennoù eus “Amourousted an den kozh”... Ouzhpenn ar pezhioù farsus edo ivez ar Fablennoùigoù – “Fabliaux” e galleg...

Kavet e vo da lenn el levr-mañ “En-dro d'ar poull” diwar “La farce du Cuvier” ha div fablennig, renket e doare pezhioù-c'hoari : “An div glujar” hag “Ar pallenn etre daou”. Ha da echuiñ tri fennad eus “Romant al louarn”. Displeget eo bet – hag e vez c'hoazh – ar pezhioù berr-se gant Strollad Ar Vro Bagan.

Ti-embann savet e 1980. 100 titl liesseurt : barzhonegoù, sonioù, danevelloù, romantoù, eñvorennoù, buhezskridoù, troidigezhioù, kelaouennerezh, yezh, kelenn...
Voir tous les articles de Mouladurioù Hor Yezh
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 1 ?

ABP

Publier

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons