Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Nevez war kaouenn.net ... ha war ur skramm bras
Re vuan eo tremenet an hañv ? Kit diouzhtu war Kaouenn.net da zizoleiñ ar pezh n'ho peus ket gallet gwelet... Bremañ e c'hallit dibab gwelet pep video war ho skramm en e bezh ! Videoioù nevez war www.kaouenn.net da reiñ un tañva deoc'h eus gouel Puck Fair en Iwerzhon, gouel
Guillaume Morin pour Kaouenn FM le 9/09/07 16:57

Re vuan eo tremenet an hañv ? Kit diouzhtu war Kaouenn.net da zizoleiñ ar pezh n'ho peus ket gallet gwelet... Bremañ e c'hallit dibab gwelet pep video war ho skramm en e bezh !

Videoioù nevez war www.kaouenn.net da reiñ un tañva deoc'h eus gouel Puck Fair en Iwerzhon, gouel ar C'han Martoloded e Pempoull, ha gouelioù Landreger, Perroz Gireg, Tregastell ha Lannuon. Tro ho po ivez da welet ha selaou sonerien hollvrudet Karen Casey, Dan ar Braz, Gilles Servat pe strolladoù Darhaou, Skirienn, Les Couillons de Tomé, David Pasquet Group peotramant c'hoazh sonerezh Yidish. Ma karjec'h bezañ bevet er grennamzer e vefet plijet gant Gouel ar grennamzer bet e Tonkedeg o klikañ war-eeun war (voir le site) N'eo ket krennvrezhonek met brezhoneg a-feson a vez klevet gant aozerien festival Fisel e Rostrenenn war (voir le site) Ur manga nevez istitlet e brezhoneg (voir le site) Daou zanvez kampion kayak brezhoneger o kinnig o sport war (voir le site) Klevit Yann Ber Rivallain a zesk micherioù ar sevel tiez e brezhoneg da skolajidi Diwan war (voir le site) pe Gregor Mazo eus Divskouarn a labour da ziorren ar magourioù e brezhoneg (voir le site)

Profañ a ra deomp Fañch Peru lennadennoù barzhonegoù bet skrivet gantañ. Klask a rit levrioù brezhonek nevez da lenn ? Selaouit Divi Kervella a ginnigo deoc'h levrioù diwezhañ An Alarc'h (voir le site) Heuliad Keleier ar Gwiad a roio ur bern alioù ha skoazelloù deoc'h d'ober ho mad eus hoc'h urzhiataer hag internet. Hag ivez atersadennoù Padrig Herve, prezidant Diwan, Loig Ollivier a stourm war bep tachenn e Pempoull, hep kontañ sonerezhioù a-bep seurt, elektronek, hip hop pe hengounel, ur wech ouzhpenn eo stank ha liesseurt and anvez war Kaouenn.net

Cet article a fait l'objet de 1842 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons