...ar gudenn n’eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc’h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an

...ar gudenn n\'eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc\'h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered ? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c\'hoazh d\'ober gant an Tralen, gant « l\'Absolu », evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc\'h, distag, dreistampleg. An Natur , an Hollved, an Danvez ne c\'houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c\'hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza. Padal, an Tralen-se n\'eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.

Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc\'h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot. Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c\'hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c\'heriaoueg.

10 euro (+ 3 euro mizoù-kas) - 11x18 cm - 140 p. - ISBN: 978-2-86863-166-4 www.brezhoneg.org/levriou_nevez.php